krougañ
Neuz
Brezhoneg
- Savet diwar an anv-kadarn kroug hag -añ.
- Meneget er C'hatolikon (crougaff).
- Da geñveriañ gant ar verboù crogi en kembraeg, cregy en kerneveureg.
Verb
krougañ /ˈkruːɡã/ verb kreñv eeun (displegadur)
- Ispilhañ, istribilhañ (diwar-benn an dud, al loened).
- Lazhañ unan bennak o lakaat anezhañ e-skourr ouzh ur gordenn ereet en-dro d'e c'houzoug
- Tapet e voe koulskoude, ha kaset d'ar prizon da Bontrev, hag e voe barnet da vezañ krouget ha devet, ha gwentet e ludu gant an avel. — (Fañch an Uhel, Kontadennoù ar Bobl/3, Al Liamm, 1988, p. 216.)
- Jilig. — Ya ! gwir a-walc'h a livirit! Mantrus eo kompren penaoz ema an traou dre aman; aman e krougont eun den araok ober e brosez. — (Yann-Vari Perrot, An Aotrou Kerlaban Pez farsus e 3 Arvest, Brest, 1922, p. 39.)
- Mont a ra en egar, hag e lavar krouga ar gornandoned holl, [...]. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 88.)
Gerioù heñvelster
Deveradoù
Gerioù kevrennek
Troidigezhioù
- en em grougañ (verb emober)