Mont d’an endalc’had

Lantanid

Eus Wikipedia

Lantanid a reer, diouzh erbedadenn an International Union of Pure an Applied Chemistry (IUPAC)[1] eus pep hini eus ar pemzek elfenn gimiek eo o niver atomek etre 57 ha 71 e taolenn drovezhiek an elfennoù, da lavaret eo etre 57La ha 71Lu.

Niver atomek
Arouez
anv
Tolz atomek
57
La
Lantanom
138,905
58
Ce
Keriom
140,116
59
Pr
Prazeodimiom
140,908
60
Nd
Neodimiom
144,240
61
Pm
Prometiom
144,913
62
Sm
Samariom
150,360
63
Eu
Europiom
151,964
64
Gd
Gadoliniom
157,250
65
Tb
Terbiom
158,925
66
Dy
Disproziom
162,500
67
Ho
Holmiom
164,930
68
Er
Erbiom
167,259
69
Tm
Tuliom
168,934
70
Yb
Iterbiom
173,040
71
Lu
Lutesiom
174,970

Eus anv al lantanom e teu hini ar rummad. Gant ar c'himiour svedat Carl Gustav Mosander (1797-1858) e voe goveliet an anv latin arnevez lanthanum e 1839 diwar an henc'hresianeg λανθανειν lantanein,"bezañ diverzhet"[2], abalamour d'an diaes ma oa bet hiniennekaat al lantanom a-douez ar c'heriom oksidet.
E 1841 e tremenas ar ger e saozneg[3], ha gallekaet e voe e 1846 (lanthane)[4] kent bezañ brezhonekaet e "lantanom"[5].
E 1925 e voe dibabet anv ar rummad gant ar maenoniour suis Victor Moritz Goldschmidt (1888-1947)[6].

  • Metaloù lufrus liv an arc'hant dezho eo al lantanidoù. Govelius int, da lavaret eo e c'haller o fladañ a-daolioù mailh. Orjalennus int ivez : tu zo d'o astenn hep na dorrfent.
  • Kaletoc'h-kaletañ eo al lantanidoù a-feur ma kresk o niver atomek.
  • Uhel eo ar gwrezverkoù ma c'haller o zeuziñ, hag o lakaat da virviñ war-lerc'h.
  • Gwarellek eo al lantanidoù.
  • Dilufrañ a ra al lantanidoù en aer en abeg d'an oksidadur, hag e 150°C pe war-dro e peg an tan enno.
  • An holl anezho a zazgwered gant an dour, gorrek gant dour yen ha prim gant dour zomm.
  • An holl anezho a zazgwered gant an halogenoù.

Taolenn ar perzhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
ELFENN La Ce Pr Nd Pm Sm Eu Gd Tb Dy Ho Er Tm Yb Lu
Niver atomek 57 58 59 60 61 62 63 64 65 66 67 68 69 70 71
Neuz ?
Douester (g/cm3) 6,174 6,711 6,779 7,00 7,22 7,536 5,428 7,870 8,267 8,531 8,797 9,044 9,325 6,966 9,842
Teuzverk (°C) 920 799 931 1 016 1 042 1 072 822 1 313 1 356 2 573 1 472 1 529 1 545 824 1 663
Bevverk (°C) 3 464 3 443 3 520 3 074 3 000 1 794 1 522 3 273 3 230 4 652 2 700 2 868 1 950 1 196 3 402
Aozadur elektronek* 5d1 4f15d1 4f3 4f4 4f5 4f6 4f7 4f75d1 4f9 4f10 4f11 4f12 4f13 4f14 4f145d1
Skin atomek (pm) 243 242 240 239 238 236 235 234 233 231 230 229 227 226 224
Notenn * : etre an diazez [ Xe ] hag ar gwiskad diavaez 6s2 ; da skouer, [Xe] 4f145d1 6s2 eo aozadur elektronek an lantanid diwezhañ, al lutesiom.

Kenderc'hadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er c'hailhoù bastnasit, monazit ha loparit e kaver lantanidoù, kevret gant skandiom hag itriom. Douaroù rouez a reer eus ar seitek elfenn-se.

Arver Dregantad
Treloskerioù 62 %
Metalouriezh ha kendeuzadoù 13 %
Lintradur ar gwer, kroc'hanoù 9 %
gwarelloù 7 %
Fosforoù[7] 3 %
Implijoù all 6 %

Andon : USGS

Evit gouzout hiroc'h, gwelit ar pennad Douar rouez.

  1. "Unaniezh Etrebroadel ar Gimiezh Rik ha Dedalvezadel (UEGRD)" e brezhoneg
  2. Online Etymology Dictionary (en) Liamm oberiant 27 C'HWE 13
  3. Dictionary.com (en) Liamm oberiant 27 C'HWE 13
  4. Dictionnaire Le Robert (fr)
  5. Geriadur ar Gimiezh
  6. HAKALA Reino W., Journal of Chemical Education (en) Liamm oberiant 27 C'HWE 13
  7. Kement danvez a zo treluc'hek en deñvalijenn (arabat eo droukveskañ gant an elfenn 15P).
Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok