Alice Guy
Alice Guy | |
---|---|
Alice Guy e 1896 | |
Anv klok | Alice Ida Antoinette Guy |
Ganedigezh | 1añ Gouere 1873 Saint-Mandé Bro-C'hall |
Marv | 24 Meurzh 1968 Wayne, New Jersey Stadoù-Unanet |
Micher | Filmaozourez Produerez Senarioourez Aktourez |
Resped | 1894-1922 |
Alice Guy (Saint-Mandé, 1añ a viz Gouere 1873 – Wayne, New Jersey, 24 a viz Meurzh 1968)[1] a oa ur filmaozourez, ur broduerez, ur senarioourez hag un aktourez c'hall koulz en he bro hag e Stadoù-Unanet Amerika.
Unan eus ar c'hentañ tud a-vicher er sinema e voe. Moarvat e voe ar vaouez nemeti war ar vicher betek 1906.
War meur a dachenn e voe un diorroerez : danvez he oberennoù, aktourien du, kempredekaat son ha skeudenn, manaozadoù.
Tresadennoù-bev a oa bet graet e 1892 gant Charles-Émile Reynaud, met Alice Guy e voe ar filmaozourez kentañ a gontas un istor war ur film argantek 35 mm gant La fée aux choux (1896)[2].
Ganti e voe graet ar c'hentañ filmoù en doare peplum er bed, ma kontas buhez Jezuz Nazaret dre 11 film. Ganti ivez e voe graet ar making-of kentañ.
E 1910 e voe Alice Guy ar vaouez kentañ o krouiñ he embregerezh evit kenderc'hañ filmoù, en SUA, a anvas Solax Film Company[3], ha kement-se a-raok ma voe eus Hollywood.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1863 ez eas he zad Émile Guy hag he mamm Marie Clotilde Aubert da Suamerika ma tigorjont levrdioù e Santiago ha Valparaiso e Chile. Dek vloaz goude e tistroas an itron Guy da Bariz, ma c'hanas he pempvet bugel, Alice Ida Antoinette d'ar 1añ a viz Gouere 1873 e Saint-Mandé (Seine da neuze, Val-de-Marne hiziv).[4] Goude gwilioudet e tistroas ar vamm da Chile en ur lezel he merc'h gant he zud-kozh e Suis, ma chomas betek he zrivet bloaz ; da neuze ez eas da Chile.
Da 6 vloaz e tistroas Alice da Vro-C'hall, ma voe lakaet en un ti-lojañ gant he c'hoarezed koshoc'h. E-keit-se, he zud a reas freuz-stal e Chile, he breur a varvas d'an oad a 17 vloaz hag he zad a varvas ivez ; distreiñ da Bariz a reas ar vamm.
Alice a stagas gant studioù berrskriverezh, a oa ur vicher nevez d'ar mare-se.
Resped e Bro-C'hall
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1894, oadet 21 bloaz, e voe Alice Guy sekretourez merañ er gompagnunezh Comptoir général de la Photographie, renet gant Léon Gaumont (1864-1946) ; pa voe lakaet ar gompagnunezh e gwerzh e 1895 e voe prenet gant L. Gaumont, a viras an implijidi.
E-pad ma voe o labourat eno, Alice Guy a sellas a-dost ouzh araokadennoù al luc'hskeudennerezh hag a heulias kentelioù al luc'hskeudenner Frédéric Dellaye, en ur zeskiñ a-zivout taolioù-arnod Wilhelm Röntgen war al luc'hskeudenniñ dre skinoù X.
E miz Meurzh 1895, Alice Guy ha Léon Gaumont a sellas ouzh ur film sevenet gant Auguste ha Louis Lumière e Pariz. Dont a reas da soñj L. Gaumont gwerzhañ binvioù da vannañ filmoù-bev[5]. E dibenn ar bloaz e prenas L. Gaumont breouioù ar Phonoscope bet ijinet gant Georges Demenÿ (1850-1917), met izel e voe ar gwerzhioù.[6] Evit klask plaenaat ar reuz e kinnigas Alice Guy ma vije profet filmoùigoù fentus e doare L'arroseur arrosé Louis Lumière (1895), a sevenje-hi. A-du e savas L. Gaumont, hag e 1896, d'an oad a 23 bloaz, ez aozas Alice Guy he film kentañ, La fée aux choux, a bade 1 vunutenn.[7] Un eil doare a voe sevenet ganti e 1900.[8],[9].
Berzh bras a reas ar film, neuze e voe lakaet A. Guy gant L. Gaumont e penn ur skourr karget da seveniñ filmoùigoù all, ar pezh a reas adalek 1896 betek 1907. En hec'h unan e reas ar filmoù kentañ a-raok tuta ur skipailh, ar filmaozer Ferdinand Zecca (1864-1947) en o zouez e 1904 ; gant F. Zecca evit Gaumont e oa bet sevenet ar film Les Méfaits d’une tête de veau dija e 1899. E 1905, ar senarioour Louis Feuillade (1873-1925) a ginnigas istorioù a voe prenet gant Alice Guy, a ginnigas dezhañ seveniñ e-unan e filmoù ; nac'h a reas Feuillade, met asantiñ a reas e 1906.
Dre ma oa re ger ha fall a-walc'h ar filmoù lenkr 58 mm e voe dibabet ober gant filmoù 35 mm trebarzhet, hag azasaet e voe koulz ar c'hamera hag ar banner[10].
Er bloavezhioù 1898-99 e troas Alice Guy un doare filmoù nevez : istor Pasion Jezuz, dre 11 film a veze gwerzhet a-zisrann ; hir-mat e oa an oberenn, pa dizhe 35 munutenn en holl. Lakaet e vez ar stirad-se da gentañ peplum istor ar sinema.[8] ; levezonet gantañ e voe an tiez-filmoù all. E 1906, Alice Guy a reas un doare all eus ar stirad, en ur film 30 munutenn e 25 arvest, 300 a dud o c'hoari ennañ ; medalenn kêr Vilano a voe deroet dezhi evit ar film-se.
Etre 1902 ha 1906 e sevenas Alice Guy ur 100 bennak a filmoùigoù ma enrollas abadennoù opera, sketchoù pe ganaouennerien ; gant Chronomégaphone L. Gaumont e veze savet ha skignet ar filmoùigoù : gant Phonoscope G. Demenÿ e veze enrollet ar skeudennoù, gant Phonograph Thomas Edison ar son war rolloù koar, ha gant ur vangounell e veze amplaet ar son evit bout skignet en ur sal, betek 4 000 a dud enni ; ijinet ar play-back gant Alice Guy eta.
E-kerzh unan eus an abadennoù-se e savas ar c'hentañ making-of, a zo anvet Alice Guy tourne une phonoscène hiziv ; diskouez a ra penaos ez eo bet troet unan eus ar filmoùigoù : ar pezh a vez graet a-raok enrollañ (lec'hiañ an dud, reizhañ an ardivinkoù hag ar gouleier), hag ar filmañ.
Alice Guy hec'h-unan he deus savet kalz filmoù berr a bep doare, koulz istorioù faltazius ha sioù ar mare — ur wregelourez e oa ar filmaozerez ivez, evel a weler e Les Résultats du féminisme (1906) ma eilpennas perzhioù ar wazed hag ar maouezed er gevredigezh, hag e The Lure ("Al lorb", 1914) ma weler ur plac'h lakaet en ur fouzhlec'h gant he danvez-pried[11]. Kalz e plije dezhi leurenniñ maouezed, evel en Une femme collante ha Madame a des envies (1906 ivez o-daou).
E bloaz 1907 e timezas Alice Guy gant Herbert Blaché-Bolton (1882-1953), ur c'hameraer e skourr Gaumont e Londrez.[12] En ampoent e voe kaset H. Blaché d'ar Stadoù-Unanet evel rener Gaumont eno ; lezel he c'harg da L. Feuillade a reas Alice Guy, ha mont da-heul he fried d'en em staliañ e New York.
Resped er Stadoù-Unanet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude daou vloaz o klask gwerzhañ Chromophone Gaumont, Alice Guy ha Herbert Blaché a savas o c'hompagnunezh dezho, The Solax Film Company e New York (1910). Brasañ studio SUA e voe kent ganedigezh Hollywood.[13],[14]
Tra ma kendalc'he H. Blaché da verañ ar studioioù Gaumont e New York, Alice Guy a rene Solax en ur seveniñ filmoù he c'hompagnunezh : skrivañ an istorioù, tuta aktourien hag aktourezed, hag o ren war al leurenn m'he devoa lakaet staliañ ur mell panell a embanne Be Natural!, "Bezit diardoù !" ; arnodennoù a reas evit gwellaat ar son, ha klask a reas mont pelloc'h eget ar gwenn-ha-du dre lakaat livañ filmoù skeudenn-ha-skeudenn.[14] Finborte a reas Solax, ha buan e voe ret brasaat an ti : studioioù nevez a voe savet e Fort Lee, nepell eus New York, e 1912, ma voe kenderc'het daou film berr (10 mn) bep sizhun well-wazh.[14] Meur a gompagnunezh all a feurmas studioioù digant Solax, Metro Pictures (1915), Goldwyn Pictures (1916-17), Pathé (1918) en o zouez[15].
Kenderc'hel a reas Alice Guy da seveniñ filmoù a bep doare : westernioù (Greater Love Hath no Man, 1911), melodramaoù (Falling Leaves, 1912), a-zivout Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika (For the Love of the Flag, 1912), ha diwar-benn ar bihanniveroù kenelel (Across the Mexican Line, 1911 ; A Man is a Man, 1912 ; Making of an American Citizen, 1913).[13]
E 1912 e nac'has aktourien wenn c'hoari gant re zu ; respont a reas-hi gant A Fool and His Money (1912), ar film kentañ ma n'eus nemet tud du o c'hoari.[4]
E-kerzh ar mare-se e tilezas A. Guy ar filmoù 15 mn (ur veni) evit reoù teir beni (45 mn), evel Fra Diavolo (1912) ha Dick Whittington and his Cat (1913)[16]
E 1913, H. Blaché a guitaas Gaumont hag anvet e voe da gadoriad Solax gant e wreg ; tri miz goude e savas e gompagnunezh, Blaché Features, evel ur skourr eus Solax evit sevel filmoù hir. Solax a baouezas gant ar filmoù berr kent treiñ d'ur skourr eus Blaché Features. E 1913 ivez e voe brasaet ar studioioù evit daougementiñ an niver a filmoù troet eno ; 10 film a voe sevenet gant Alice Blaché er bloaz-se.
Evit kompagnunezhioù all ivez e voe sevenet filmoù gant A. Guy-Blaché goude ar Brezel-bed kentañ. Aet d'ur greanterezh bras ez eas ar c'henderc'hañ filmoù da Hollywood e Kalifornia.
Diwezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1919, H. Blaché a guitaas e wreg da vont gant un aktourez da Hollywood. E-pad ur mare ez eas Alice Guy d'e skoazellañ evit seveniñ daou film betek ma voe torret an dimez da vat. Distreiñ da Fort Lee a reas, ha ret e voe dezhi gwerzhañ he studioioù evit paeañ an dleoù a oa bet lezet gant he fried.
Bloaz goude, e 1922, e tistroas da Vro-C'hall gant he daou vugel ; ganto e ez eas da Nisa da chom gant he c'hoar. Klask a reas aozañ filmoù eno hag e Pariz, hep ober dont a-benn avat. Biken mui ne sevenas film ebet.[4]
E 1927 e tistroas d'ar Stadoù-Unanet evit klask kaout he filmoù endro ; tri anezho hepken a gavas. Skrivañ kontadennoù evit ar vugale a reas, hag ober prezegennoù e skolioù-meur ha bodadegoù gouestlet d'ar sinema.
Er bloaz 1963 e voe aterset gant Victor Bachy, a vennas embann he buhezskrid[17], ar pezh a voe graet e 1976 ; un oberenn dalif e voe, pa varvas Alice Guy e 1968 er Stadoù-Unanet, en he 95vet bloavezh, hep bezañ bet gouest da zastum he oberennoù ha lakaat he buhezskrid er moull.
E bered Maryrest e Mahwah, New Jersey, emañ he bez[18].
Enorioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1900 (oadet 27 vloaz) : testeni digant an embregerezh Gaumont en Diskouezadeg Hollvedel e Pariz hag e Diskouezadeg Lille, Bro-C'hall
- 1903 (30 vloaz) : medalenn aour e Diskouezadeg Hollvedel St. Louis (Missouri), Stadoù-Unanet
- 1905 (32 vloaz) : medalenn aour e Diskouezadeg Hollvedel Liège, Belgia
- 1906 (33 bloaz) : medalenn aour e Diskouezadeg Hollvedel Milano, Italia
- 1907 : Palmes académiques (evel « renerez c'hoariva »), Bro-C'hall.
- 1957 (84 bloaz) : enoret gant ar Cinémathèque française (diwar intrudu Louis Gaumont, mab Léon Gaumont), Bro-C'hall
- 1958 : Légion d'Honneur, Bro-C'hall.
- 2011 (dalif) : Directors Guild of America Award evit he resped[19].
- 2018 : krouidigezh ar Priz Alice Guy, a vez deroet d'ur film aozet gant ur vaouez[20].
Hêrezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1996 : teulfilm Le jardin oublié – La vie et l'œuvre d'alice Guy-Blaché sevenet gant Marquise Lepage[21].
- 2008 : teulfilm Looking for Alice sevenet gant Claudia Collao[22].
- 2019 : teulfilm Be Natural : The Untold Story of Alice Guy- Blaché sevenet gant Pamela B. Green[23].
Filmlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Alice Guy he deus sinet 290 oberenn, produet 17 film, ha skrivet senario evit 12 film all.
Filmaozourez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1896
- La Fée aux choux
- 1897
|
|
|
- 1898
|
|
|
- 1899
|
|
|
- 1900
|
|
|
|
- 1901
|
|
- 1902
|
|
|
- 1903
|
|
|
|
- 1904
|
|
- 1905
|
|
|
- 1906
|
|
|
- 1907
|
|
- 1910
- A Child's Sacrifice
- 1911
|
|
- 1912
|
|
|
|
- 1913
|
|
- 1914
|
|
- 1915
- My Madonna
- The Song of the Wage Slave
- The Vampire
- The Heart of a Painted Woman
- 1916
- The Ocean Waif
- What Will People Say?
- 1917
|
|
- 1918
- The Great Adventure
- 1920
- Tarnished Reputations
- Vampire
Produerez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1912
- Making an American Citizen
- A Fool and His Money
- The Sewer
- Hubby Does the Washing
- Tarnished Reputations
- 1913
- Shadows of the Moulin Rouge
- Matrimony's Speed Limit
- A House Divided
- Beasts of the Jungle
- 1914
- The Woman of Mystery
- 1915
|
|
- 1916
- What Will People Say?
Senarioourez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1913
- Shadows of the Moulin Rouge
- Kelly from the Emerald Isle
- Beasts of the Jungle
- Dick Whittington and his Cat
- 1914
- The Lure
- The Woman of Mystery
- The Dream Woman
- Beneath the Czar
- 1915
- My Madonna
- 1917
- House of Cards
- A Man and the Woman
- The Empress
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (fr) Guy, Alice. Autobiographie d'une pionnière du cinéma. Paris : Denoël, 1976 (ISBN 978-2-282-20244-0)
- (fr) Bachy, Guy (1963). Alice Guy-Blaché 1873-1968– La première femme cinéaste du monde. Perpinyà : Institut Jean Vigo, 1993 (ISBN 978-2-906027-04-6)
- (fr) Briselance, Marie-France & Morin, Jean-Claude. Grammaire du cinéma. Paris : Nouveau Monde, 2010 (ISBN 978-2-84736-458-3)
- (fr) Chocron, Daniel. Alice Guy – Pionnière du cinéma. Paris : Le Jardin d'essai, 2013 (ISBN 978-2-911822-77-3)
- (en) Dietrick, Janelle. Illuminating Moments – The Films of Alice Guy Blaché. Pennsauken, New Jersey : BookBaby, 2017 (ISBN 978-1-5439-0143-6)
- (en) Fort Lee Film Commission. Fort Lee – Birthplace of the Motion Picture Industry. Charleston, South Carolina : Arcadia Publishing, 2006 (ISBN 978-0-7385-4501-1) • Lenn en-linenn. Kavet : 27/04/2021.
- (fr) Gaume, Emmanuelle. Alice Guy – La première femme cinéaste de l'Histoire. Paris : Plon, 2015 (ISBN 978-2-259-22785-8)
- (fr) Le Bris, Véronique. 100 grands films de réalisatrices. Paris : Gründ, 2021 (ISBN 978-2-324-02614-0)
- (en) McMahan, Alison. Alice Guy Blaché – Lost Visionary of the Cinema. London : Continuum, 2003 (ISBN 978-0-8264-5157-6)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Filmlennadur Alice Guy
- A Solax Celebration (1912)
- Be Natural: The Untold Story of Alice Guy-Blaché (2018)
- Kinnig Be Natural en SUA (2018)
- Alice Guy tourne une photoscène (1907)
- Madame a des envies (1906)
- Une femme collante (1906)
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) 'Archives du Val-de-Marne'. Kavet : 27/04/2021.
- ↑ (fr) 'CNC'. Kavet : 27/04/2021.
- ↑ (fr) 'TV5 Monde, 20/05/2014.
- ↑ 4,0 4,1 ha4,2 (en) 'The New York Times, 26/04/2019. Kavet : 27/04/2021.
- ↑ Georges Sadoul : ''Histoire du cinéma mondial, des origines à nos jours, Flammarion, 1968, p. 59.
- ↑ (fr) Laurent Mannoni : La Machine cinéma – D Méliès à la 3D, Lienart, 2016, p. 34 (ISBN 978-2-35906-176-5)
- ↑ (en) 'La fée aux choux'.
- ↑ 8,0 ha8,1 Grammaire du cinéma
- ↑ Janelle Dietrick, 2017.
- ↑ Mannoni, 2016.
- ↑ (en) 'Internet Movie Database'. Kavet : 27/04/2021.
- ↑ Guy, 1976.
- ↑ 13,0 ha13,1 McMahan, 2003.
- ↑ 14,0 14,1 ha14,2 (en) 'Solax Company @ The Movie Studios. Kavet : 27/04/2021.
- ↑ Fort Lee, 2006.
- ↑ (en) 'IMDb'. Kavet : 27/04/2021.
- ↑ Bachy, 1993.
- ↑ (en) {{fr]] 'Find a Grave'. Kavet : 27/04/2021.
- ↑ (en) 'Directors Guild of America'. Kavet : 27/04/2021..
- ↑ (fr) 'Le Prix Alice Guy'. Kavet : 27/04/2021.
- ↑ (en) "IMDb". Kavet : 27/04/2021.
- ↑ (en) "IMDb". Kavet : 27/04/2021.
- ↑ (fr) "AlloCiné". Kavet : 27/04/2021.