Mont d’an endalc’had

Christine Lagarde

Eus Wikipedia
Poltred ofisiel Christine Lagarde (2011)

Christine Lagarde a zo un alvokadez, un den a aferioù hag ur bolitikourez c'hall, ganet e Pariz d'an 1añ a viz Genver 1956.

Labourat a reas Christine Lagarde da gentañ 24 bloaz en ur c'huzulva alvokaded a aferioù etrebroadel, e Pariz hag er Stadoù-Unanet. Ministrez dileuriet evit ar C'Henwerzh diavaez e voe etre 2005 ha 2007 ha ministrez al Labour-douar hag ar Pesketaerezh e 2007 (e-pad ur miz). Ministrez an Armerzh e voe goude-se etre 2007 ha 2011, ar vaouez gentañ er post-mañ e-touez stadoù ar G8. Da Bennrenerez an FMI e voe lakaet d'ar 5 a viz Gouere 2011, war-lerc'h ar politikour gall Dominique Strauss-Kahn. Reiñ a reas he dilez e 2019 evit bezañ prezidantez Bank Kreiz Europa, goude bezañ kinniget gant ar C'huzul Europat[1],[2].

Ministrez e Bro-C'hall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kregiñ a reas ar politikerezh pa voe anvet ministrez dileuriet evit ar C'Henwerzh diavaez e gouarnamant Dominique de Villepin d'an 2 a vie Even 2005. Pa voe dilennet Nicolas Sarkozy prezidant republik Bro-C'hall e voe anvet ministrerez al Labour-douar hag ar Pesketaerezh e gouarnamant François Fillon d'an 18 a vie Mae 2007. Met d'an 19 a viz Even, goude an dilenadegoù kannad, e voe anvet ministrez an Armerzh, an Arc'hant hag an Implij. Div lezenn a-bouezh a voe votet d'ar c'houlz-se : al lezenn TEPA pe "Lezenn evit al labour, an impij hag ar galloud-prenañ" hag al "Lezenn evit modernaat an armerzh". Plediñ a reas gant enkadenn an arc'hant kroget e 2007 hag an euro e-pad enkadenn an dle publik gresian kroget e 2008, met ivez afer Tapie-Crédit Lyonnais. Chomet e vo bet pevar bloaz e ministrerezh an Armerzh.

E penn ar Font Moneizel Etrebroadel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ezholet e voe da bennrenerez gant kuzul-merañ an FMI d'an 28 a viz Even 2011. Stabilded Takad an euro a oa en arvar abalamour da live an dle publik, hini Bro-C'hres dreist-holl. Tabut voe pa lavaras "e rankfe ar C'hresianed en em skoaziañ a-stroll da gentañ" en ur "baeañ holl o zailhoù", rak eo diarbellet pennrenerien an FMI[3]. Un tabut all a voe pa varvas Abdallah roue Arabia Saoudat ha pa tisklêrias e oa bet "un difenner didrouz ha bras eus ar merc'hed"[4]. E fin he resped e 2016 e oa deuet a-benn da lakaat ar yuan sinaat da voneiz dave ha da adaozañ an FMI evit ma vefe brasoc'h pouez ar broioù war eskoriñ. Addilennet e voe e 2016 evit un eil respetad a 5 bloaz.

E penn Bank Kreiz Europa

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Reiñ a reas he dilez d'ar 16 a viz Gouere 2019, hag anvet e voe da brezidantez BKE war-lerc'h Mario Draghi d'an 20 a viz Here. Kemer a reas he c'harg d'ar 1añ a viz Du.

Daveoù ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Pennad-skrid gant La Croix : "Christine Lagarde, un profil atypique à la tête de la BCE".
  2. Pennad-skrid gant Les Echos : "Christine Lagarde, une pionnière à la tête de la BCE".
  3. pennad-skrid gant Le Monde : "Christine Lagarde non plus ne paie pas d'impôt sur les revenus".
  4. pennad-skrid gant Le Point : "Christine Lagarde : le roi Abdallah, "un grand défenseur des femmes".