pinvidikaat
Neuz
Brezhoneg
Verb
pinvidikaat /pĩnvidiˈkɑːt/ verb gwan ha verb kreñv eeun (anv-gwan-verb : pinvidikaet) (displegadur)
I. verb gwan
- Dont da vezañ pinvidik, pinvidikoc'h
- Siwazh, evidon da vezañ aet war goshaat, n'am eus ket c'hoazh kavet an tu da binvikaat gant ar vicher-se. — (Jarl Priel, Va Zammig Buhez, Al Liamm, 1954, p. 25.)
- Seul-vui e kreske va danvez, seul-vui ivez e vrasae va c'hoant da binvidikaat hag e oan prederiet gant ar menoz-se. — (Daniel Defoe, lakaet e brezhoneg gant Yeun ar Gow, Abrobin, Al Liamm, 1964, p. 14.)
II. verb kreñv eeun
- Lakaat da vout pinvidik, pinvidikoc'h
- Evel m'emaon bremañ, emaon o pinvidikaat va mestr... — (Loeiz ar Floc'h, Trubuilhou ar seiz potr yaouank, 1927, p. 17.)
Gerioù enepster
- Ar paour, pa binvidika,
Gand an diaoul a ya. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 394.)
Troidigezhioù
- galleg : (s')enrichir (fr)
- spagnoleg : enriquecer (fr)