pet
Neuz
Brezhoneg
Raganv-goulenn
pet /ˈpe:t/
- Raganv goulennata
- Ho c'hounta em boa c'hoant da ober evit gouzout ped oant. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 88.)
- Pet zo?
- Bleunioù, pet ac'hanoc'h a weñv bemdez bremañ ? — (Bleunioù o tremen e Sonioù Feiz ha Breiz, w.d. 1930.)
- pet a (dirak un anv lies) : pet a gezeg, pet a vugale
- pet (zo) ac'hanomp (ac'hanoc'h, anezho)?
- An aotrou Gouarnamant, pe gentoc'h an aotrounez Gouarnamant, rak piou oar ped a zo anezo ? [...] ! — (Ivon Krog, Klenved ar Medalennou, Ti-moulerez Sant-Gwilherm, Sant-Brieg, 1909, p. 18.)
- Bleunioù, pet ac'hanoc'h a weñv bemdez bremañ ? — (Bleunioù o tremen e Sonioù Feiz ha Breiz, w.d. 1930.)
- Raganv goulennata gant ar ger-mell, evit an deiziad:
- Ar bet zo?
- Ar bet e oa an eured? — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 156.)
Deveradoù
Anv-gwan goulennata
pet /ˈpet/
- anv-gwan goulennata dirak un anv-kadarn unan
- Pet buoc'h az peus da c'horo? — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 156.)
- A-benn pemp minutenn amañ, hini ebet ac'hanomp ne oar pet c'hwenenn a zo o skrabat dezhañ e revrig. — (Tad Medar, An Tri Aotrou, 1981, p. 58.)
- Pet lev zo ac'hann da Berroz — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 156.)
- Sell ped liñsel am-eus me kannet abaoe ar beure ! — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 232.)
- Pet lur a zo er yar-se?. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 156.)
- Ac'hano e welont n'ouzon dare pet parrez, ha n' ouzon pet tour koant, kollet o beg ganto en oabl glas. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 27.)
- Me 'sello pet troatad a zo 'n ho tivvorzhed . Louis Eunius, gwerzenn 850
Deveradoù
- Ped toull ha ped toullez a zo ac'hann da Vontroulez ? — N'az-teus ket ezhomm da c'houl(enn) : pep hini e-neus e doull. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 328.). Diazezet eo an divinadell war ar c'hemmesk a c'hall dont etre pet, raganv dirak un anv-gwan, ha pet, anv-gwan dirak un anv-kadarn : pet toull a c'haller kompren pe evel pet a doulloù, pe evel pet tra toull.
- Ped lost leue a zo ac'hann da Venez-Bre ? — Unan, mar bez hir a-walc'h. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Troisième Partie, 1974, p. 334.)
Troidigezhioù
Brezhoneg
Furm verb
pet /ˈpet:/
- Berradur ho pet, eil gour lies doare-gourc'hemenn ar verb kaout/en devout:
- — [...]... Pet sonj, Pipi, aman e chomfet fenoz. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. IV.)
Troidigezhioù
Saozneg
Anv-kadarn
pet /ˈpɛt/
Verb
pet /ˈpɛt/