doujañ
Neuz
Brezhoneg
Verb
doujañ /ˈduːʒã/ verb kreñv eeun (displegadur)
- doujañ un dra : kaout aon rak un dra
- Ne zoujañ ket ar spontailhoù... ne zoujan nemet an dud fall, Etrezomp e brezhoneg 1984-1986/26
- doujañ ober un dra : kaout aon rak ober un dra
- ... e-pad ma touj soubiñ e deod en ur bannig dour pe gwin. — (Sant Frañsez a Sal, troet gant Jelvestr Seveno, En Nor ag er Vuhé Devot, Gwened, 1917, p. 6.)
doujañ verb kreñv dieeun
- Doujañ da un den: plegañ da veli unan bennak.
- Douja a ra an oll d'an Aotrou Person. — (Tad Medar, An Tri Aotrou, 1981, p. 14.)
- Nikolaz, da nebeutañ, e wreg hag e diad bugale (Ewan, Per, Mari, Anna hag an hini bihan gouerous ha mic'hiek Paolig), holl e toujent dezhañ hag e sentent outañ : [...]. — (Jakez Konan, Lannevern e kañv ha danevelloù all, Al Liamm, 1980, p. 17.)