Mont d’an endalc’had

Thomas Culpeper

Eus Wikipedia

Thomas Culpeper, pe Culpepper (ganet war-dro 1514, lakaet d'ar marv d'an 10 a viz Kerzu 1541), a oa un den a renk uhel e lez Herri VIII , roue Bro-Saoz. Ofiser e oa e Ti ar Roue, mignoniñ a reas gant ar rouanez Catherine Howard, ha dibennet e voent o-daou.

Thomas, mab da Alexander Culpeper ha d'e eil pried Constance Chamberlayn, a oa kar a-bell d'an tiegezh Howard, a oa galloudek en amzer-hont. Kreskiñ a reas e levezon goude marv ar c'hardinal Thomas Wolsey en 1529, hag e-pad ren berr Anne Boleyn (1533-1536).

Dont a reas Culpeper da servij ar roue pa oa deuet Anne da rouanez. N'eus roud ebet avat eus un emgav etre Anne Boleyn pe Jane Seymour hag eñ, ma c'haller krediñ ne oa ket bras e levezon a-raok 1537.

E zarempred gant Catherine Howard

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En 1540 e sachas Culpeper evezh Catherine Howard. Adal 1541 e tremenent amzer a-gevret, o-unan alies, da noz zoken, dindan lagad an dimezell a enor Jane Boleyn, beskontez Rochford ha c'hoar-gaer Anne Boleyn, ar rouanez dibennet. An holl dud-se ivez a voe dibennet.

Dibennet e voe Culpeper, war un dro gant Dereham, e Tyburn d'an 10 a viz Kerzu 1541, ha diskouezet e voe o fennoù war Pont Londrez (London Bridge). Beziet e voe Culpeper en iliz St Sepulchre-without-Newgate e Londrez. Ar rouanez Catherine Howard ha Lady Rochford a voe dibennet d'an 13 a viz C'hwevrer 1542, ha beziet en iliz St Peter ad Vincula, e Tour Londrez (Tower of London).

Hag addimeziñ a reas Herri VIII.