Tal
An tal eo al lodenn eus ar penn a-us an daoulagad, etre gwareg an abrant hag ar blev hag etre an daouividig.
Korfadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dindan kroc'hen ha kigennoù an tal emañ an askorn tal.
Kennasket gant skourr lagadourel an nervenn trigevell ha gant plezhad an empenn eo nervennoù skiantennel an tal, tra m'eo kennasket e nervennoù loc'hadel gant nervenn an tal.
Skourroù an nervenn-se en daouividig a gas urzhioù an empenn da gigennoù an tal.
E pep ividig ez erru an dalmerenn ividig, a gas ar gwad en tal dre dri skourr.
Sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Arouez ar spered eo an tal e meur a relijion.
- En India e vez kinklet tal ar merc'hed.
- Er relijion gatolik e vez boulc'het arouez ar groaz war an tal.
|