Reinickendorf
Reinickendorf eo 12vet arondisamant (Bezirk) Berlin. E norzh Berlin emañ, tost ouzh pastell-vro Oberhavel, e Land Brandenburg.
- Gorread : 89,5 km²
- Poblañs : 241 751 annezad (31/07/2007), da lavaret eo 2 702 annezad/km².
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anv a zo eus lod brasañ karterioù an arondisamant abaoe ar Grennamzer : Reinickendorf, Tegel, Borsigwalde, Konradshöhe, Tegelort, Heiligensee, Frohnau, Hermsdorf, Waidmannslust, Lübars, Wittenau. Staget int bet ouzh Berlin da vare krouidigezh Berlin Veur e 1920, ha lakaet da vezañ pastelloù-bro war un dro. E 1898 e voe staliet sez Borsig e Reinickendorf.
Etre 1945 hag unvanidigezh Alamagn e oa ar bastell-vro en tu kornôk, dindan ar C'hallaoued. Ar geoded nevez anvet Märkisches Viertel a zo bet savet e 1963.
Goude adreizhadenn 2001 eo deuet ar bastell-vro da vezañ un arondisamant, hep ma vefe cheñchet he bevennoù.
Perzhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Unan eus karterioù koadekañ Berlin eo. Treuzet eo gant ar stêr Havel, hag ennañ e kaver ivez unan eus lennoù brasañ Berlin : lenn Tegel eo (408 hektar). Chomet eo ur c'harter-annez, memes maz' eus bet savet ur c'harter nevez, 'Märkisches Viertel' e anv, er bloavezhioù 1970. Aerborzh brasañ Berlin eo hini Berlin-Tegel « Otto Lilienthal ».
Abaoe adreizhadenn 2001 eo rannet Reinickendorf e 10 karter(Ortsteil):
- 1201 Reinickendorf
- 1202 Tegel
- 1203 Konradshöhe
- 1204 Heiligensee
- 1205 Frohnau
- 1206 Hermsdorf
- 1207 Waidmannslust
- 1208 Lübars
- 1209 Wittenau
- 1210 Märkisches Viertel
Da welout
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kastell Humboldt e Tegel, bet perc'hennet gant ar vreudeur Wilhelm von Humboldt (Ministr Prusia an deskadurezh) hag Alexander von Humboldt (denelour hag ergerzher).