Pieter Coecke van Aelst
Pieter Coecke van Aelst (14 a viz Eost 1502 en Aalst - 6 a viz Kerzu 1550 e Brusel) a oa ul livour hag ur savour-leurennier flamank, brudet evit e embannadur eus oberennoù Vitruvius e nederlandeg. Skignañ a reas ivez arz italian an Azginivelezh en Izelvroioù ar c'hreisteiz. E oberennoù a renker e skol romantel Antwerpen, rak enno e kaver ur meskaj eus arz Flandrez hag eus arz Leonardo da Vinci (gwelout Ar goan diwezhañ, 1531).
E vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Brusel e teskas ar vicher, gant Bernard van Orley. Soñjal a reer ez eas da Italia etre 1521 ha 1525, hag eno ec'h arvestas ouzh oberenn an Henamzer. E 1527 en em stalias en Antwerpen, ma tigoras e stal-labour ma veze savet a bep seurt oberennoù : engravadurioù, delwennoù, leurenniñ, gwer livet, tresadennoù pallennoù-moger ha bravigerezh. Hans Vredeman de Vries ha re all a genlabouras gantañ. Coecke van Aelst a zeskas ivez ar vicher d'e vab-kaer, Pieter Brueghel gozh.
E-pad ur veaj da Gergustentin e 1533-1534 ec'h engravas ur rummad seizh koadengravadur anvet Mœurs et fachons de faire des Turcz.
E 1539 e stagas gant treiñ l'Architettura gant Sebastiano Serlio e nederlandeg. Karl V a lakaas anezhañ da livour a lez ur pennadig a-raok e varv. Daoust ma voe e penn ur stal-labour oberiant hag a rae berzh, ne chom tost oberenn ebet diwar e zorn, rak ul lodenn anezho a voe distrujet gant an dorrerien-skeudennoù kalvinian.
-
An Drinded santel