Mont d’an endalc’had

Stlaper-kantoù

Eus Wikipedia
Eilad eus oberenn Myron
(IIvet kantved)
Delwenn Lancellotti, eilad roman
(war-dro 120)

Ar banner kantenn[1] zo un delwenn arem gant Myron er Vvet kantved kt JK hag unan eus brudetañ delwennoù an Henamzer. Meneget e oa bet an oberenn gant Plinius an Henañ[2].

Henc'hresianeg δισκοβόλος diskobolos, "banner kantenn". Ar gantenn eo ar seurt plad, kelc'hiek, e koad, maen pe arem, war-dro 22 cm treuzkiz dezhañ hervez ment brec'h an den, hag tro da 2 kg a bouez enni, evel displeget en Ilias.

  1. Geriadur Brezhoneg An Here, pp. 109 ha 677 + Geriadur Martial Ménard, p. 430.
  2. (en) Haskell, Francis & Penny, Nicholas. Taste and the Antique: the Lure of Classical Sculpture 1500-1900. New Haven : Yale University Press, 1981, pp. 200 & 227. (ISBN 978-0-300-02641-2)

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.