Mont d’an endalc’had

Slættaratindur

Eus Wikipedia
Slættaratindur

Slættaratindur eo menez uhelañ an inizi Faero, gant 880 metr uhelder[1]. Emañ e hanternoz enezenn Eysturoy, etre kêriadennoù Eiði, Gjógv ha Funningur.

Talvezout a ra an anv Slættaratindur kement ha « kern plat ». Pignat a c'haller betek krec'h ar menez, hep nemeur a ziaester. Pa vez sklaer an amzer e c'haller gwelet an enezeg a-bezh alese. Bez' eo Slættaratindur unan eus an dek menez en inizi hag a dap ouzhpenn 800 metr uhelder.