Mont d’an endalc’had

Neuadd Llaneurgain

Eus Wikipedia
Iliz Santez Vari e Neuadd Llaneurgain

Neuadd Llaneurgain (Northop Hall e saozneg) zo ur gêriadenn vras hag ur gumuniezh e biz Kembre, e Sir y Fflint. Emañ etre Cei Connah ha Llaneurgain, un tammig en hanternoz d'an hent bras A55.

Anvet eo ar gêriadenn diwar un ti bras (neuadd), ur maner eus an XIIIvet kantved, hag a oa an hini brasañ e parrez Llaneurgain. Un ti prevez eo bremañ.

Da vare niveradeg poblañ 2011 e oa 1 530 a dud o chom e kumuniezh Neuadd Llaneurgain[1].

En XIXvet kantved e oa un toullad mengleuzioù glaou er c'horn-bro. Kaset e veze ar glaou da Iwerzhon adalek Cei Connah.

Un davarn zo, the Boar's Head. unan all zo bet, anvet the Black Lion, ha neuze e vezent lesanvet the Top Monkey ha the Bottom Monkey.

  1. Community population 2011. Kavet : 26 May 2015.