Mont d’an endalc’had

Napata

Eus Wikipedia

Napata a oa ur gêr war glann kornôg an Nil, war-dro 400 km e norzh Khartoum, kêrbenn ar Soudan hiziv an deiz. Savet e oa e-tro 1450 kent J.-K., gant Nubiaiz. Napata a oa ivez anv ur rouantelezh eus Afrika en henamzer a oa kêr Napata he c'hêrbenn. Stag eo hec'h anv ouzh eil prantad rouantelezh Kouch (goude rouantelezh Kerma ha kent hini Meroe).


Diorroadur rouantelezh Napata

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abaoe mare an tierniezhioù kentañ e oa bet sachet Egiptiz gant Nubia rak stank e oa an aour er c'hornad-se. Buan e oant deuet a-benn da gontrollañ ar c'henwerzh ha Nubiaiz ne dennent ket gounid anezhañ. Egipt a zeuas da vezañ ur galloud impalaerour e Nubia. En em silañ a reas gizioù, dilhad ha relijion Egiptiz er vro.

E 1075 kent J.-K., beleg bras Amon e Tebez, kêrbenn Henegipt, a zeuas da vezañ galloudus a-walc'h evit enebiñ ouzh galloud ar faraoned en Egipt Uhel. Deroù an Trede marevezh etre e oa (1075 kent J.-K.-664 J.-K.). A-drugarez da zigresk levezon ar gouarnamant en Egipt e teuas Nubiaiz da vezañ dizalc'h a-nevez. Sevel a rejont neuze ur rouantelezh nevez anvet, Kouch, en-dro da gêr Napata.

Korvoiñ a raent an aour evite o-unan adalek neuze. Kresk armerzhel Kouch a sachas Egiptiz zo, hag a zilezas o bro. D'ar mare-se end-eeun e oa stourmoù evit ar galloud oc'h ober o reuz eno. Kouezhañ a reas ul lodenn eus Egipt Izel e daouarn un dierniezh a orin libian, ha rannet e oa Henegipt e rouantelezhioù bihan ha dister o galloud, gourdrouzet gant un aloubadenn eus Asiria.

Rouanez Napata hag aloubadeg Henegipt

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 750 kent J.-K., Napata a oa ur gêr diorroet, tra ma oa distabil ar galloud en Henegipt. Ar roue Kasha a dennas e vad eus an darvoudoù ha tagañ Egipt Uhel. Kendalc'het e oa e bolitikerezh gant e warlec'hidi, Pianc'hi, ha Shabaka (713-698 kent J.-K.), a lakaas rouantelezh Kouch da vezañ mestrez war holl draoñienn an Nil.

Lañs a roas Shabaka d'ur politikerezh sevel monumantoù en Egipt hag e Nubia. Rouanez eus Kouch a renas war Egipt Uhel e-doug ur c'hantved hag holl Henegipt e-pad war-dro 57 vloaz. En oberenn Manetho, Aegyptiaca, ez eont d'ober an XXVvet tierniezh.

E-tro 670 kent J.-K., ar roue asirian Esarhaddon (681-669 kent J.-K.) a aloubas Egipt Izel, met lezel a reas rouantelezhioù bihan en o sav en Egipt Izel a-benn implijout anezhe evel kevredidi a-enep ar renerien a orin Etiopian, a oa gouzañvet fall gant Egiptiz. Pa gemeras ar roue Asurbanipal lec'h Esarhaddon, ar roue nubiat Taharka a lakaas un nebeud renerien eus rouantelezhioù Egipt Izel da dreiñ a-enep Asiriaiz. Koulskoude e oant faezhet gant Asurbanipal a gasas ar renerien egiptat en harlu en e gêrbenn, Ninive. Lakaat a reas ar penn libian Necho, da vestr e Menfis hag e Sais. Necho I a oa kentañ roue an XXVIvet tierniezh (664 kent J.-K.-525 kent J.-K.). Ur roue nubiat nevez, Tantamani (664-656 kent J.-K.), a lazhas anezhañ er bloavezh ma varvas Taharka e-unan, e 664 kent J.-K. Met ne oa ket gouest Tantamani da gannañ mab Necho, Psammetichus, harpet gant Asiriaiz. Tantamani a zilezas ar politikerezh alouberezh hag e tistroas da Napata.



Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Hornung, Erik.1999. Grundzüge der ägyptischen Geschichte.
  • Grimal Nicolas. Histoire de L’Egypte Ancienne
  • Bianchi, Steven.1994. The Nubians. Connecticut, USA: Millbrook Press
  • Taylor, John. 1991. Egypt and Nubia. London, UK: The British Museum Press
  • UNESCO.2003.General History Of Africa levrenn 2 Ancient Civilizations of Africa