Mont d’an endalc’had

Mimar Sinan

Eus Wikipedia
Poltred gant Hazan Riza (1927)

Mimar Sinan (turkeg otomanek : قوجه معمار سنان آغا), ganet e 1489 pe 1490 ha marvet e 1588, a oa un tisavour otoman a labouras dindan ren tri sultan : Süleyman Iañ, Selim II ha Murat III.

Mimar ("tisavour" e turkeg) Sinan a voe ganet e-kichen Kayseri en ur familh kristen. Asambles gant paotred yaouank all e voe dibabet en abeg d'e varregezhioù ha kaset da oaled ar Janisered diwar urzh Selim I e 1512.

En Enderun e tiorroas e ouiziegezh war arz ar c'halvezerezh.

Daou vloaz goude e kemeras perzh e beajoù ar sultan ha studiañ evel-se ar savadurioù hag an disavouriezh e meur a vro, eus Iran betek ar Balkanioù. E-kerzh ar beajoù-se e krogas da ziskouez e varregezh dre sevel pontoù.

Mervel a reas e 1588 ha beziete voe e-kichen moskeenn Süleymaniye.

Er XVIvet kantved e vevas Mimar Sinan, ur c'hantved skedus en Impalaeriezh otoman. Dre ma vevas tost da 100 vloaz e labouras dindan ren tri sultan.
Renablet ez eus bet 477 savadur pe savet pe dreset gantañ. En o zouez, ouzhpenn 300 zo en Istanbul pe en trowardroioù.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (tr) Üç padişahın mimarı : Mimar Sinan – Yedikıta, niv. 9, miz Mae 2009.