Maria Kastilha hag Aragon
Neuz
Ur pennad María de Aragón zo ivez.
Maria Kastilha hag Aragon, pe María de Aragón e spagnoleg, infantez Spagn (1482-1517), a oa merc'h da Fernando II Aragon hag Izabel ar Gatolikez. C'hoar e oa da Izabel Kastilha hag Aragon, infantez Spagn (1470–1498), dimezet da Manuel Iañ Portugal.
E 1500, goude marv he c'hoar, e voe ret dezhi dimeziñ d'hec'h intañv, Manuel Iañ, roue Portugal (1469-1521).
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- João, a voe roue Portugal (1502-1557)
- Isabel (1503-1539), a zimezas da Carlos Iañ Spagn, a voe mamm da Fulup II Spagn;
- Beatriz Portugal, Dugez Savoia (1504-1538), dimezet da Charlez III Savoia, Dug Savoia;
- Luís, Dug Beja (1506-1555), konsetabl ar rouantelezh, Priol Urzh Sant Yann Jeruzalem, tad da António Portugal, Priol Crato a voe roue e-pad daou viz;
- Fernando, Dug Guarda (1507-1534)
- Afonso de Portugal, cardeal (1509-1540)
- Maria (1511-1513)
- Henrique (1512-1580), kardinal, arc'heskob Braga, Évora ha Lisboa, Inkizitour meur, rejant, ha roue ;
- Duarte, Duque de Guimarães (1515-1540)
- António de Portugal (1516); ne vevas nemet un nebeud deizioù.