Maria Annunziata Carolina Buonaparte
|
Maria Annunziata Carolina Buonaparte, a zo anavezet e galleg evel Caroline Bonaparte, a oa c'hoar d'an impalaer Napoleone Buonaparte. Dugez-veur Berg ha Cleves e oa, kenrouanez Naplez ha Sikilia, priñsez Murat, ha kontez Lipona[1]. Ganet e oa en Aiacciu, Corsica, d'ar 25 a viz Meurzh 1782 – ha marvet d'an 18 a viz Mae 1839 e Firenze), a oa ar seizhvet bugel, eus ar re chomet bev, da Carlo Buonaparte ha Letizia Ramolino. He zud a oa noblañsed vihan. A orin eus Toskana e oa an tiegezh, deuet da chom da Gorsika er XVIvet kantved.
He buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e oa en Aiacciu e 1782. C'hoar e oa da Joseph Bonaparte, Napoleone Buonaparte, anavezetoc'h en e stumm gallekaet Napoléon Bonaparte, da Luciano Buonaparte, Maria Anna Buonaparte, Luigi Buonaparte ha Maria Paoletta Buonaparte, koshoc'h egeti, ha da Girolamo Buonaparte, a oa yaouankoc'h.
E 1793 ez eas an tiegezh da chom da Vro-C'hall e-pad an Dispac'h gall. Eno ez eas e karantez ouzh Joachim Murat, ur jeneral d'he breur, ha lidet e voe an eured d'an 20 a viz Genver 1800. Ur plac'h yaouank 17 vloaz e oa Maria Annunziata Carolina, gallekaet e Caroline, en amzer-se. Da gentañ ne fellas ket d'ar breur bras Napoleone o lezel da zimeziñ, met a-benn ar fin e voe kendrec'het gant e wreg Joséphine. Caroline a oa bet er skol e St. Germaine diazezet gant Jeanne Campan. Ganti e oa Hortense, merc'h Josephine ha pried breur Caroline, Luigi, pe Louis.
He bugale
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pevar bugel o devoa Maria Annunziata Carolina ha Joachim :
- Achille, pe priñs Achille Charles Louis Napoléon Murat, kentañ Priñs Soveren Pontecorvo, Eil Priñs Murat]] (Pariz, 21 a viz Genver, 1801 - Jefferson County, Florida, 15 a viz Ebrel, 1847), dimezet e Tallahassee (Florida), d'an 12 a viz Gouhere 1826 da Catherine Daingerfield Willis (e-kichen Fredericksburg, Virginia, 17 a viz Eost 1803 - Tallahassee, Florida, 6 a viz Eost 1867), merc'h Colonel Byrd C. Willis (Eost 29, 1781 - 1846) ha d'e wreg Mary Lewis, marvet divugale
- Priñsez Marie Letizia Josephine Annonciade Murat (Pariz, Ebrel 26, 1802 - Bologna, Meurzh 12 1859), m. Venice, Here 27, 1823 Guido Taddeo Marchese Pepoli, Conte di Castiglione (Bologna, Gwengolo 7, 1789 - Bologna, Meurzh 2, 1852), hag he doe ur verc'h
- Lucien Charles Joseph Napoléon Murat, eil Priñs Pontecorvo, 3de Priñs Murat (Milano, 1803 - Pariz, 1878), dimezet e Bordentown (New Jersey) e 1831 da Caroline Georgina Fraser (Charleston (South Carolina), 1810 - Pariz, 1879), merc'h da Thomas Fraser ha pried da Anne Lauton, and had issue; he was an associate of his first cousin Napoleon III of France
- Louise Julie Caroline Murat (Pariz, 21 a viz Meurzh, 1805 - Ravenna, 1añ a viz Kerzu, 1889), dimezet e Trieste d'ar 25 a viz Here 1825 da Giulio Conte Rasponi (Ravenna, 19 a viz C'hwevrer, 1787 - Firenze, 19 a viz Gouhere, 1876).
Rouanez Naplez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1806 e teuas da vout dugez-veur Berg ha dugez Kleve. E 1808 ez eas da-heul he fried anvet da Roe Naplez gant he breur Napoleone.