Morgan
- Pennadoù Morgan (anv-den) ha Morgane zo ivez.
Morgan e brezhoneg[1],[2] hag e saozneg[3], Morgain[4] pe Morgue[5], pe Morgane e galleg, zo un hudourez e mojennoù ar roue Arzhur. Hanterc'hoar, pe c'hoar, eo da Arzhur. Enebourez eo d'ar roue, d'e bried Gwenivar, ha da varc'heien an Daol Grenn.
Kentañ meneg anezhi a zo gant Jafrez Menoe en XIIvet kantved.
Lennegezh Kembre
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er Vita Merlini, ur varzhoneg latin gant Jafrez Menoe e 1150, e lenner ar c'hentañ meneg anezhi. Un hudourez desket eo en Avalon ma tegemer Arzhur, gloazet fall.
Mont a ra Jean Markale da glask an orin anezhi en un doueez Morrigan, hañval ouzh an doueez-vamm ar C'halianed[6]. Met fae a vez graet war brizhtezennoù Markale gant ar geltiegourien peurvuiañ.
Merc'h eo da Avallach, pe da roue Avallach (Avalon ?), en Trioedd Ynys Prydein, darempred he deus gant ar roue Urien, ha genel a ra e zaou vab, Owain ha Morvydd[7].
Skridoù all
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Langleiz Romant an Daol Grenn: Marzhin, Al Liamm, 1975
- ↑ Ar Roue Arzhur & Marc'heion an Daol-Grenn, An Here, 1998, troidigezh.
- ↑ Morgan le Fay, e-barzh Le Morte d'Arthur, gant Thomas Malory.
- ↑ E-barzh Erec et Enide, gant Chrétien de Troyes.
- ↑ E-barzh skrid Yvain ou le Chevalier au lion, gant Chrétien de Troyes.
- ↑ Jean Markale, Le Roi Arthur et la société celtique
- ↑ Bromwich, Trioedd Ynys Prydein , p. 195. pp. 449–451.
Liammoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- [1] Joseph Loth, Contributions à l'étude des romans de la Table ronde avec une carte. Paris, Champion, 1912. ]