Mont d’an endalc’had

Lenn Tanganyika

Eus Wikipedia
Lenn Tanganyika
Broioù : Tanzania, Zambia, Republik Demokratel Kongo, Burundi
Rannvroioù : Reter Afrika
Gorread : 18.900 km²
Donder brasañ : 1470 m
Hed ar ribloù : 1828 km
Adstêr(ioù): Ruzizi, Malagarasi, Kalambo
Diazad doureier : 231.000 km²
Kêrioù pennañ
war ribl al lenn :
Kigoma, Kalemie, Bujumbura

Al lenn Tanganyika zo ul lenn vras e reter kreiz Afrika. Emañ 773 metr a-us live ar mor[1] ha tost da 1.470 metr eo he donder. An eil lenn vrasañ eo en Afrika, gant ur gorread a 18.900 km³, goude al lenn Victoria. An eil lenn zonañ er bed eo, goude al lenn Baikal.

Pesketaerien war al lenn Tanganyka, e Zambia

En em astenn a ra a-hed 673 km eus an norzh d’ar su ha forzhik bagoù a vez warni. Unan eus Lennoù Bras Afrika eo, war an harzoù etre Zambia, Republik Demokratel Kongo, Tanzania ha Burundi.

Diouti ez a stêrioù hag a zo adstêrioù d’ar stêr Kongo, en em daol er Meurvor Atlantel. Talvezout a ra hec'h anv, e swahili, kement hag “a-dreñv Tanga” (anv ur gêr hag ur c’horn-bro war aod Tanzania). Diwar al lenn e oa bet anvet ar vro a oa bet trevadennet gant Alamaned e reter Afrika, Tanganyika.

En-dro d’al lenn e kaver un nebeud kêrioù bras, evel Bujumbura, kêr-benn Burundi, Kigoma, e Tanzania, zo liammet dre an hent-houarn ouzh Dar es Salaam, ha Kalemie, ur porzh bras e Kongo.

  1. LAKE TANGANYIKA, www.ilec.or.jp

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.