Mont d’an endalc’had

Levr Aneirin

Eus Wikipedia
Levr Aneirin

Levr Aneirin zo un dornskrid eus ar re goshañ e kembraeg a zo dalc'het e Levraoueg Kerdiz. Aozet e voe war-dro 1265. N'eus nemet Levr Du Caerfyrddin a zo koshoc'h e-touez an dornskridoù kembraek. Bez ez eus daou zornskrid kembreat e latin ivez azo koshoc'h egeto o daou c'hoazh.

Ennañ ez eus barzhonegoù e hengembraeg hag e krenngembraeg hag a zo lakaet war gont Aneirin, ur barzh brezhon eus an Hanternoz Kozh er VIvet kantved. E-barzh emañ Y Gododdin barzhoneg veur Aneirin hag un toullad barzhonegoù all eus ar VIvet kantved moarvat, met dizemglev zo etre al lenneien war ar poent-se.

Un dornskrid leuegen 6¾ x 5 eo, 42 bajennad folio ... Daou zorn o deus skrivet, er memes amzerioù pe dost, ha teir fajenn da vihanañ a vank en dibenn. E lêr leue du eo bet graet ar golo diwezhatoc'h er Grennamzer.

Barzhonegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ouzhpenn Y Gododdin ez eus barzhonegoù all, hag eno zouez unan verr savet d'ur bugel anvet Dinogad, a c'haller tostaat ouzh Enogad, hag a gont penaos ez a e dad da chaseal ha da besketa.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • J. Gwenogvryn Evans (gol.), Facsimile & Text of the Book of Aneirin (Pwllheli, 1898)
  • Daniel Huws, Llyfrau Cymraeg 1250-1400 (Aberystwyth, 1992). Darlith Syr John Williams.
  • Morfydd E. Owen, 'Hwn yw e Gododin. Aneirin ae cant.', Rachel Bromwich ha R. Brinley Jones, Astudiaethau ar yr Hengerdd (Caerdydd, 1978)
  • Ifor Williams, Canu Aneirin (Gwasg Prifysgol Cymru, 1938; adembannet e 1961)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]