Mont d’an endalc’had

León (Spagn)

Eus Wikipedia
Ur pennad León zo ivez.
Hostal de San Marcos

León a zo kêr-benn proviñs León e kumuniezh emren Kastilha ha León e gwalarn Spagn. Ur boblañs a 134,305 (2009) he deus ha keoded vrasañ ar broviñs eo. Kêr-benn Rouantelezh León e oa er Grennamzer.

Dont a rafe an anv León eus ar ger latin legio, "lejion" en e stumm legionem, abalamour d'al Legio VII Gemina, al lejion roman a savas kêr. Legionenses a vez lavaret eus tud kêr e spagnoleg.

Da gentañ ne oa nemet ur c'hamp-arme roman, evit al Legio VI Victrix, war-dro 29 kt JK. Diwezhatoc'h, adalek ar bloaz 74, e voe kamp al Legio VII Gemina. Diboblet e voe kêr abalamour da aloubadeg al ledenez iberek gant ar vuzulmaned, met tapout a reas ul lañs nevez pa zeuas da vezañ ul lodenn eus Rouantelezh Asturiez.

E 910 e krogas ur marevezh a bouez evit León, pa voe kêr-benn Rouantelezh León, daoust ma tigreskas pouez ar gêr adalek fin ar Grennamzer, abalamour ma voe echu an dizalc'hiezh goude unaniezh rouantelezh León gant hini Kastilha abaoe 1301.