Joyce
Joyce zo un anv-badez saoznek roet d'ar merc'hed dreist-holl ha d'ar baotred a-wechoù.
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dont a ra an anv Joyce eus an anv saonek kozh Josse, roet goude aloubidigezh Enez Vreizh e 1066[1],[2], diwar Iudocus, a zo ul latinekadur eus ar brezhoneg Judoc, a zo iud "aotrou" hag al lostger -oc ("-ig" hiziv) ; kement ha "denjentil yaouank" — ha "krakaotrou" — e talv Judoc neuze. Ur sant brezhon anvet Judoc a oa er VIIvet kantved.
Unan eus stummoù benel an anv e oa Jocosa, morvat dindan levezon al latin jŏcōsus "(den) drant"[1].
Etre dibenn ar Grennamzer ha dibenn ar XIVvet kantved ne veze roet an anv d'ar baotred nemet dibaot a wezh[1],[2], met distreiñ a eure evel anv-bihan roet d'ar merc'hed[1], marteze en abeg d'ar c'hrennsaozneg joise "bezit laouen"[2].
Kreñvaet e voe an anv Joyce evit ar merc'hed goude ar romant istorel In the Golden Days gant Ada Ellen Bayly (1857-1903, Edna Lyall he anv-pluenn) e 1885[1][3]. Ne vez mui roet d'ar baotred avat.
Tud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
|
-
Joyce Banda
-
Joyce Carey
-
Joyce Compton
-
Joyce Grenfell
-
Joyce Jonathan
-
Joyce Kilmer
-
Joyce Lussu
-
Joyce C. Oates
-
Joyce Moreno
-
Amy-Joyce Hastings
Anv-tiegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- James Joyce, skrivagner iwerzhonat
- Yootha Joyce, aktourez saoz
Lec'hanvadurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Joyce, Washington, ur gêr en Olympic Peninsula e stad Washington, SUA.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 1,2 1,3 ha1,4 (en) Sheard, K. M., Lewellyn's Complete Book of Names. Woodbury, Minnesote : Llewellyn Worldwide, 2001, p. 315 (ISBN 978-0-7387-2368-6)
- ↑ 2,0 2,1 ha2,2 (en) 'Behind the Name'. Kavet : 16/09/2023.
- ↑ (en) 'In the Golden Days'. Kavet : 16/09/2023.