Mont d’an endalc’had

Isidore Odorico

Eus Wikipedia
Isidore Odorico da vare e ren war skipailh Roazhon, er bloavezh 1925

Un aozer marelladurioù brudet hag ur c'hoarier mell-droad oa Isidore Odorico. Ganet eo bet e Roazhon d'an 29 a viz Here 1893. Aet eo da Anaon e Roazhon d'ar 27 a viz C'hwevrer 1945.

Mab un artizan aozer marelladurioù oa. Deuet oa e dad eus ar Frioul en Italia da labourat evit Opera Pariz ha aet d'ober e annez e Roazhon e 1882.

Eus wech bet e vachelouriezh ez eas Isidore da Skol an Arzoù Kaer e Roazhon etre 1909 ha 1913.

Poull-neuial Sant-Jord

E 1918, ur wech distro eus ar brezel, e krouas un embregerezh marelladurioù toaz gwer gant e vreur. Rener arzel an embregerezh e voe. Priziet e oa gant an tisavourien Jusserand ha Laloy. Kinklet en deus meur a savadur e Roazhon (Poull-dour Sant-Jorj, Iliz Santez-Tereza...), e Sant-Brieg (Chapel ar C'hloerdi Bras...) hag e kornôg Bro-C'hall (an "ti glas" en Angers bet savet e 1927-28).

Ur c'hoarier mell-droad barrek e voe Isidore, lezanvet "Dodor", e Stad Roazhon (Stade Rennais Football Club). Dont a reas da vezañ unan eus ar renerien e 1925. Stourm a reas evit diwan ur vell-droad a vicher. Krouet e voe ur c'hampionad a vicher evit ar c'houlzad 1932-1933. Ar c'hentañ krogad etre skipailhoù a vicher e Breizh a voe dalc'het d'ar Sul 18 a viz Gwengolo 1932 e Stad Hent an Oriant e Roazhon.

Ur pont Odorico a zo bet savet war ar Gwilen e Roazhon etre straed Hippolyte Lucas ha straed Alain Gerbaud.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.