Istor Portugal
Istor Portugal, evel bro, a sav d’ar Grennamzer Izelañ. Goude e kreskas he douaroù, da vare an Ergerzhadegoù, betek sevel un impalaeriezh vras, ha dont da vezañ unan eus galloudoù bras ar bed etre ar XVvet hag ar XVIvet kantved. Kroget e oa an diskar goude emgann Alcácer Quibir, pe emgann an Tri Roue, pa zeuas d’e heul dibenn an tiegezh Avis ha stagidigezh Portugal ouzh Spagn e-pad 60 vloaz. Gouzañv a reas adarre pa voe distrujet Lisbon gant ur c'hren-douar e 1755, pa voe aloubet ar vro gant armeoù Napoleon e deroù an XIXvet kantved ha pa zeuas Brazil da vezañ dizalc’h e 1822. Gant dispac’h 1910 e voe diskaret ar rouantelezh, met bec’h he devoe ar republik nevez da dalañ ouzh diaesterioù ar vro. E 1926 e voe un taol-stad ha mont a reas ar vro da vezañ un diktatouriezh, betek 1974. Er bloavezh-se e c’hoarvezas Dispac'h ar Jenoflez, kaset war-raok gant soudarded eus an tu-kleiz, ha savet e voe ur republik demokratel. Da-heul e teuas an trevadennoù portugalat en Afrika da vezañ dizalc’h. E 1986 e oa aet Portugal e-barzh Kumuniezh Armerzhel Europa, a zo aet bremañ d’ober Unaniezh Europa.
Ragistor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An aspadennoù koshañ eus tud o vevañ er perzh zo Portugal bremañ zo 500 000 vloaz kozh. Homo neanderthalensis a oa o vevañ eno etre 200 000 ha 28 000 bloaz zo, e rannvroioù Estremadura hag Alentejo hag en norzh d’an Douro. Adalek 40 000 bloaz kent J.K,, e voe kemeret e lec’h, tamm-ha-tamm, gant Homo sapiens. Dont a reas al labour-douar da vare an Neolitik, etre 4 000 ha 2 000 bloaz kent J.K, tra ma tiorroe ur sevenadur dibar e kornaoueg al ledenez iberek, er pezh a zo Portugal ha Galiza bremañ. Abalamour da labour an houarn e tiorroe ivez liammoù dre vor, etre arvor Portugal, Breizh-Veur ha broioù ar Mor Kreizdouar. Henc’hresianed, Fenikianed ha Kartadiz a grouas kontoueroù war aod kreisteiz al ledenez iberek. Gant Fenikianed ivez e voe degaset gounidigezh ar gwini hag an olivez. Hervez istorourien zo e vije bet krouet Lisbon ganto war-dro an Xvet milved kt JK. War-dro 1 200 kent J.K. e erruas pobloù indezeuropat er vro hag en em veskañ a rejont gant ar pobloù a oa enni dija. Neuze e oa div bobl pennañ, al Lusitaned (Lusitani) hag ar Gallaiked (Gallaeci). Bevañ a raent a vandennoù, e tiez ront savet e lec’hioù aes da zifenn, evel e krec’h ar menezioù.
Henamzer roman
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude an Eil brezel punek (eus -218 betek -201) e voe skarzhet Kartada eus al Ledenez iberek gant ar Romaned. Hag aloubet e voe gant ar Romaned. Bec’h o devoe al lejionoù roman, stourm a reas al Lusitaned outo, betek marv o fenn bras Viriathus e -139. Met tamm-ha-tamm en em stalias sevenadur Roma er vro hag a-benn -133 e oa aloubet al ledenez iberek a-bezh. Gant trec’h ar sevenadur roman e voe dilezet ar c’hreñvlec’hioù kozh (castros) ha kroget da sevel kêrioù er plaenennoù. En amzer-hont e voe savet kêrioù Braga (Bracara Augusta), Chaves (Aquae Flavia) pe Beja (Pax Iulia), hag ur rouedad hentoù etrezo.
Ar Wizigoted
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 410 ez eas Impalaeriezh Roman ar C'hornôg d’an traoñ pa erruas pobloù german evel ar Sueved pe ar Vandaled el Ledenez iberek. Pevar bloaz diwezhatoc’h e erruas ar Wizigoted, dreist ar Pireneoù. Emgannoù a voe etre ar pobloù-se. Pa voe trec’h ar Wizigoted ez eas ar Sueved d’en em staliañ e kornaoueg al ledenez hag ar Vandaled a yeas da hanternoz Afrika e 429. A-benn 454 e oa al ledenez a-bezh etre daouarn ar Wizigoted, war-bouez Rouantelezh ar Sueved, er gwalarn, hag bro ar Vasked en hanternoz. Rouantelezh ar Wizigoted en em astenne war ur vro vras, eus kreisteiz al ledenez betek Akitania, gant Toloza da gêr-benn. E 507, koulskoude, e voe aloubet un darn vras eus Akitania gant Franked Hlodwig Iañ ha diwar neuze ne chome gant ar Wizigoted nemet al ledenez iberek ha Septimania (dre vras Languedoc a vremañ).
E Toledo e voe diazezet o c’hêr-benn nevez gant ar Wizigoted, e 554, ha brezel a rejont ouzh ar Sueved adarre. Trec’het e voe ar Sueved ha staget e voe o bro ouzh Rouantelezh ar Wizigoted, e 586. Met kreñvoc’h e voe levezon ar Wizigoted e-kreiz al ledenez eget en douaroù a zo e Portugal bremañ. Ar Wizigoted, hag a oa kristenien arian da gentañ, a droas ouzh iliz Roma da c’houde. Diwar neuze e oa ganto ur rouantelezh dalc’het gant ur roue harpet gant noblañsoù ha gant an Iliz Katolik. Adal ma voent katoliked e tilezjas ar Wizigoted o doareoù german evit kemer boazioù roman, hag en em lakaat da gomz romaneg e-lec’h o yezh c’hotek.
Aloubadeg ar Vuzulmaned
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennad dre ar munud:Al-Andalus
Bresk e chome Rouantelezh ar Wizigoted ha pa voe aloubet al ledenez gant ar vuzulmaned e kouezhas buan en he foull. E 711 e erruas un armead muzulmaned, gant Tariq ibn Ziyad en o fenn, galvet gant aotrouien wizigot a oa en em savet a-enep ar roue. Kemeret e voe Toledo ganto, aloubiñ a rejont kreisteiz al ledenez ha stagañ ar vro ouzh kalifiezh an Omeyaded. Tamm-ha-tamm e voe brasaet o domani, betek ac’hubiñ ar braz eus al ledenez, war-bouez rannvroioù meneziek an hanternoz.
E kreisteiz al ledenez avat ne voe ket aes sevel ensavadurioù stabil. Emgannoù a voe etre meuriadoù an alouberien. Roet e voe lamm d’an an Omeyaded gant an Abbasided e 750. E 756, Abd-al-Rahman Iañ, unan eus an Omeyaded, a zeuas a-benn da adkemer ar galloud ha da sevel ur stad dizalc’h ha kreizennet a-walc’h en Al-Andalus.
Ur stad brav ar stal ganti e oa Al-Andalus. E 929 e teuas da vout ur galifiezh, Kalifiezh Córdoba, dindan ren Adb al-Rahman III. E kreisteiz al ledenez a-bezh e oa staliet muzulmaned hag a gomze arabeg. Stegn e chome an traoù er vro avat, etre Berbered hag Arabed, etre kristenien ha muzulmaned. A-benn ar fin e kouezhas ar galifiezh en he foull e 1031 ha rannet e voe etre meur a vro vihan, anvet taifaoù.
Ar Reconquista ha savidigezh Rouantelezh Portugal
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude diskar Kalifiezh Córdoba e krogas ar rouantelezhioù kristen eus hanternoz al ledenez da aloubiñ douaroù ar c’hreisteiz. Rouantelezh León, hini Kastilha ha hini Aragon a renas an emgannoù pennañ. E 1212 e c’hoarvezas emgann Las Navas de Tolosa, etre an Almohaded en un tu ha rouantelezhioù Kastilha, Navarra hag Aragon en tu all. Da-heul e voe kemeret Córboda e 1236, Sevilla e 1248 ha Cádiz a-benn ar fin e 1263.
Diwar ar « Reconquista »-se e teuas Portugal war-wel ivez, adalek dibenn an XIvet kantved. Da neuze e oa bet aotrouien o klask sevel ur galloud emren er pezh a zo e hanternoz Portugal bremañ, douaroù hag a oa e dalc’h rouantelezh León pe rouantelezh Galiza. Evit lakaat un termen d’ar c’hoantoù emrenerezh-se, Alfonso VI, roue León ha Kastilha, a fizias douaroù kornaoueg e rouantelezh er c’hont Raimundo de Borgonha. Goude faezhidigezh Raimundo gant ar vuzulmaned e tivizas Alfonso VI rannañ an douaroù-se, lezel al lodenn hanternosañ anezho (Galiza) gant Raimundo, ha reiñ al lodenn greisteisañ d’e genderv, Henrique de Borgonha, e 1096. Gant an douaroù er c’hreisteiz da C'haliza e voe savet kontelezh Portucale, da lavaret eo rannvro Porto. Dindan ren Henrique, e voe kresket ar gontelezh-se, diwar-goust ar vuzulmaned. Goude e varv, e voe kendalc’het ar Reconquista gant e vab Afonso Iañ.
E 1139 e voe anvet Afonso da roue Portugal, gant e soudarded, da-heul e drec’h en Emgann Ourique war an Almoravided. Anavezet e voe an titl-se gant Rouantelezh Kastilha pevar bloaz war-lerc’h, dre feur-emglev Zamora (1143). Afonso Iañ a gendalc’has da stourm a-enep an Almoravided. D’ar 14 a viz Here 1147 e voe kemeret kêr Lisbon gant e soudarded. Kêrioù all a voe kemeret ganto, evel Beja e 1162 pe Évora e 1165. E dibenn ren Afonso Iañ, ne chome nemet Algarve etre daouarn ar vuzulmaned. Goude e varv, e 1185, e voe un tamm paouez gant ar Reconquista ; e 1249 e voe peuraloubet Algarve. Neuze e oa tizhet gant Portugal an harzoù a zo gantañ bremañ, ha chom a rejont stabil, dre vras, er c’hantvedoù war-lerc’h.
Dizalc’hted ar rouantelezh nevez a voe lakaet en arvar meur a wech gant rouantelezh Kastilha. Evel da skouer, e dibenn ar XIVvet kantved, pa varvas ar roue Fernando Iañ Portugal, e 1383, hep mab ebet da zont war e lerc’h. Dre ma oa dimezet e verc’h Beatriz gant roue Kastilha, Juan Iañ, e klaskas hemañ lakaat e grabanoù war Portugal. Gant bourc’hizien ha noblañsoù e voe lakaet João Aviz war an tron, dindan an anv João Iañ. Brezel a voe ha trec’het e voe arme Kastilha en emgann Aljubarrota e 1385. Gant Feur-emglev Ayllón, sinet e 1411, e voe graet peoc’h da vat etre an div rouantelezh.
Ergerzhet ar bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Pennad dre ar munud:Impalaeriezh trevadennel Portugal
Goude ar brezelioù-se, Portugal a gendalc’has da astenn e c’halloud pelloc’h, war-zu ar c’hreisteiz, e Norzhafrika da gentañ. Aloubet e voe Ceuta e 1415 ; tizhet e voe ar C’hab Bojador (Boujdour) gant Portugaliz e 1434, ha kendalc’het e voe goude-se a-hed aodoù Afrika, betek ma voe Bartolomeu Dias, e 1488, o tremen hebiou beg su ar c’hevandir hag o tizhout Meurvor Indez. Nebeut amzer goude ma oa bet kavet douaroù Amerika gant ar Spagnoled, e voe kavet re v-Brazil gant Portugaliz, hag an hent da vont d’an Indez en ur c’hoari an dro da Afrika, dindan ren ar roue Manuel Iañ. Evel-se e voe kroget da sevel Impalaeriezh trevadennel Portugal ; gant an amiral Afonso de Albuquerque e voe aloubet Goa, Malaka hag Ormuz, hag e-pad an hanterenn gentañ eus ar XVIvet kantved e voe kroget da drevadenniñ Brazil dindan ren João III.
Oadvezh aour Portugal e voe ar mare-se. En Emgann Alcácer Quibir avat, en hanternoz Maroko, e voe lazhet ar roue yaouank Sebastião Iañ hag ul lodenn eus noblañs Portugal, e 1578. Dont a reas Henrique Iañ war an tron, met mervel a reas daou vloaz goude, hep hêr ebet. Neuze e voe ur brezel hêrezh ma voe trec’h roue Spagn Felipe II ha dont a reas da vezañ roue Portugal ivez, gant an anv Filipe Iañ, e 1581. Unanet e chomas an div gurunenn betek 1640. Neuze e savas noblañs Portugal a-enep yev Spagn ha lakaet e voe João Bragança, ur priñs yaouank, war an tron, gant an anv João IV.
Adsevel ar rouantelezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude adsevel ur rouantelezh distag e Portugal, e kendalc’has ar brezel a-enep Spagn, betek 1668, pa voe sinet Feur-emglev Lisbon hag anavezet da vat dizalc’hted Portugal gant rouantelezh Spagn.
E dibenn ar XVIIvet kantved hag e deroù an XVIIIvet kantved e voe kroget da gorvoiñ danvezioù-kailh Brazil ha kavet eno mein prizius. Evel-se e teuas lez João V da vezañ unan eus ar re binvidikañ en Europa. Talvezout a rae ar pinvidigezhioù–se, alies, da baeañ ar varc’hadourezh prenet e broioù all, e Bro-Saoz dreist-holl. Diorren a reas ar c’henwerzh, gant an ezporzhiañ gwin. Meur a savadur a bouez a voe savet, evel levraoueg skol-veur Coimbra, ar Biblioteca Joanina pe Palez Queluz. Dindan ren ar roue José Iañ e voe modernaet kalz ar vro, gant strivoù markiz Pombal, Sebastião José de Carvalho e Melo, a voe ministr etre 1750 ha 1777. D’ar mare-se ivez e c’hoarvezas ur grenadenn-douar a reas kalz a zistruj e Lisbon hag en Algarve, d’ar 1añ a viz Du 1755.
Abalamour ma ne felle ket dezho kemer perzh er Blokus kevandirel divizet gant Napoleon a-enep Breizh-Veur e voe aloubet Portugal gant an armeoù gall e 1807. Tec’hout da Vrazil a reas rouanez Portugal, Maria Iañ, gant he lez, d’en em staliañ e Rio de Janeiro betek 1821. Da neuze e tistroas João VI da Lisbon, goude Dispac’h liberal 1820 ha degemer a reas ar vonreizh nevez. Er bloavezh war-lerc’h, e 1822, e voe anvet e vab Pedro da impalaer Brazil, a voe dizalc’h diwar neuze, met ren a reas ivez war Portugal, gant an anv Pedro IV, goude marv e dad, e 1826. Er peurrest eus an XIXvet kantved e voe turmudus buhez politikel ar vro. Bec’h a voe etre ar frankizourien a-du gant ar vonreizh hag ar re a-du gant hollveli ar roue, e-pad ur mare anavezet evel Brezel-diabarzh Portugal (1828-1834), pe emsavadegoù all c’hoazh. Gant Dispac'h Gwengolo 1852 e voe lakaet un termen d’an trubuilhoù-se, pa voe degaset kemmoù d’ar vonreizh hag adunanet ar « vonreizhourien » hag an « hollveliourien ». Gant ar stabilded politikel nevez e voe gwellaet ekonomiezh ar vro ivez. Labourioù bras a voe dindan gouarnamant Fontes Pereira de Melo ha diorroet e voe al labour-douar, an industriezh hag ar c’henwerzh.
E dibenn an XIXvet kantved e voe bec’h gant Breizh-Veur : ar youl kreskiñ o zrevadennoù a oa ken bras gant an eil ha gant egile. Rankout a reas Portugal lezel douaroù kreiz Afrika gant Impalaeriezh Breizh-Veur ha ne c’hallas ket unaniñ Angola gant Mozambik. Koll brud a reas ar rouantelezh ha muntret e voe ar roue Carlos Iañ d’ar 1añ a viz C'hwevrer 1908.
Republik, diktatouriezh ha demokratelezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mab Carlos Iañ, Manuel II, ne renas nemet daou vloaz, hag embannet e voe ar Republik gant Dispac’h ar 5 a viz Here 1910. Goude un nebeud bloavezhioù distabilded politikel e voe kemeret ar galloud gant an arme, e 1926. Anvet e voe António de Oliveira Salazar da vinistr an Arc’hant. Nebeut goude e voe lakaet an den-se e penn kuzul ar vinistred, e 1932. Gant hennezh e voe savet e 1933 an Estado Novo, ur renad aotrouniek, diazezet war ur gostezenn hepken, sindikadoù renet gant ar galloud politikel ha korfuniadoù, heñvel a-walc’h ar faskouriezh. E 1968 e voe kemeret lec’h Salazar gant Marcelo Caetano.
E trevadennoù Afrika e krogas brezelioù evit dizalc’hted Angola (191), Ginea-Bissau (1963) ha Mozambik (1964). Goude ur pennad e voe kavet abeg er brezelioù-se gant ofiserien uhel hag a lavare ne c’hallfent ket bezañ gounezet gant Portugal. Unan eus an ofiserien-se, ar António de Spínola, a embannas ul levr anvet "Portugal e o Futuro" ("Portugal hag an amzer da zont"), ma tisplege ne c’halle ket souten ar brezel en trevadennoù tramor. Skarzhet e voe ; neuze e savas ofiserien an arme, bodet er Movimento das Forças Armadas, MFA a-enep ar gouarnamant ; ha kement-se a gasas da Zispac’h ar Jenoflez d’ar 25 a viz Ebrel 1974.
E miz Mae 1974 e voe anvet ur gouarnamant da c’hortoz, ennañ tud evel ar sokialour Mário Soares, ar c’homunour Alvaro Cunhal pe ar sokial-demokrat Francisco Sà Carneiro. Kerkent ha miz Gouere e voe anavet gwir an trevadennoù d’en em ren o-unan. D’an 10 a viz Kerzu 1974 e voe embannet dizalc’hiezh an hini gentañ anezho Ginea-Bissau.
Trede Republik
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da-heul Dispac’h ar Jenoflez, un taol-stad renet gant an arme, hep ma vefe lazhet ebet den ebet, e 1974, e voe savet an "Trede Republik". Dizalc’h e teuas an trevadennoù tramor da vezañ : d’an 10 a viz Kerzu 1974 e voe embannet dizalc’hiezh Ginea-Bissau, d’ar 25 a viz Mezheven 1975 hini Mozambik, d'ar 5 a viz Gouere 1975) hini ar C'hab Glas, d'an 12 a viz Gouere 1975 hini São Tomé ha Príncipe, ha d'an 11 a viz Du 1975 hini Angola. Kantadoù a viliadoù a dud a zeuas en-dro eus ar broioù-se da Bortugal (“retornados” a reer anezho e portugaleg). Goude dibenn ar brezelioù tramor hag adsavidigezh an demokratelezh ez eas Portugal e-barzh Kumuniezh Europa, war un dro gant Spagn e 1986. Mont a reas an Impalaeriezh trevadennel da get da vat, pa voe roet Macau da Republik Pobl Sina e 1999, ha pa voe embannet dizalc’hiezh Timor ar Reter e 2002.
Eus 1974 ha 2014 e voe 25 gouarnamant disheñvel e Portugal. Diaesterioù bras a voe gant ekonomiezh ar vro, meur a wech : goulenn sikour ar Font Moneizel Etrebroadel a reas Portugal e 1977-1978, e 1983 adarre, hag e 2011 digant an FME ha digant Unaniezh Europa.