Mont d’an endalc’had

Il-ha-Gwilen

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Ille-et-Vilaine)
Il-ha-Gwilen
Ardamezioùlogo
Il-ha-Gwilen
Anv gallek (ofisiel) Ille-et-Vilaine
Bro Breizh
Melestradurezh
Riez Frañs Frañs
Rannvro Rannvro Breizh Rannvro Breizh
Pennlec'h
(prefeti)
Roazhon
Isprefetioù Felger
Redon
Sant-Maloù
Prezidant ar c'huzul-departamant Jean-Luc Chenut (PS)
Prefed Philippe Gustin
Kod EBSSA 35
Kod ISO 3166-2 FR-35
Kod Eurostat NUTS-3 FR523
Poblañsouriezh
Poblañs 1 088 855 ann. (2020)[1]
Stankter 161 ann./km²
Douaroniezh
Kenurzhiennoù
Gorread 6 775 km²
Adrannoù
Arondisamantoù 4
Pastelloù-bro 8
Kantonioù 27
Etrekumuniezhioù 18
Kumunioù 333

An Il-ha-Gwilen[2] (distaget: [ˌiˑlaˈɡwiːlɛn](Daveoù a vank)), Il-ha-Gwilun[3], Ille-et-Vilaine e galleg hag ent-ofisiel (distaget: [i.l‿e.vi.lɛn]), a zo unan eus ar pemp departamant a oa bet savet e Breizh da-heul ar Reveulzi c'hall. E biz ar vro emañ, Roazhon eo ar pennlec'h anezhañ, hag ar 35 an niverenn roet dezhañ.

C'hoarvezout a ra eus anvioù stêrioù, evel alies e departamantoù Frañs, re ar stêrioù Il ha Gwilen. Meur a wech ez eus bet kaoz da cheñch anv d'an departamant hep nad afe an traoù betek penn.

Hervez un diviz eus an 20 a viz Mezheven 2013 er c'huzul-departamant e tlefe annezidi Il-ha-Gwilen bezañ anvet Bretilliens e galleg, un anv perc'hennet gant an departamant.

Kartenn Il-ha-Gwilen.


Savet eo bet diwar Bro-Roazhon, lodenn reter Bro-Sant-Maloù, ul lodenn vras eus Bro-Zol, un toullad parrezioù eus Bro-Wened er mervent, hag un nebeud parrezioù eus Bro-Naoned er su.

Kêrioù pennañ an departamant
Kumun Poblañs (2020) Arondisamant
Roazhon 222 485 Arondisamant Roazhon
Sant-Maloù 46 995 Arondisamant Sant-Maloù
Felger 20 505 Arondisamant Felger-Gwitreg
Bruz 19 090 Arondisamant Roazhon
Gwitreg 18 603 Arondisamant Felger-Gwitreg
Saozon-Sevigneg 17 316 Arondisamant Roazhon
Sant-Jakez-al-Lann 13 955 Arondisamant Roazhon
Pazieg 12 004 Arondisamant Roazhon
Lanvezhon 12 637 Arondisamant Roazhon
Kantpig 10 236 Arondisamant Roazhon
Dinarzh 10 235 Arondisamant Sant-Maloù
Kastell-Geron 10 541 Arondisamant Roazhon
Sant-Gregor 9 881 Arondisamant Roazhon
Redon 9 315 Arondisamant Redon

1 088 855 annezad a zo ennañ hervez niveradeg an EBSSA e 1088855 war 6 775 km².

Arondisamantoù an Il-ha-Gwilen

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Roazhon emañ prefeti an departamant. E Sant-Maloù, Felger, ha Redon eo staliet an isprefetioù.

Ar c'huzul-departamant

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Jean-Louis Tourenne, eus ar Strollad Sokialour Gall, a oa prezidant Kuzul-departamant Il-ha-Gwilen etre 2004 ha 2015.

Ar c'helenn divyezhek :

  • 4 c’humun a zo klasoù divyezhek publik enno (Roazhon, Sant-Maloù, Redon, ha Bruz). 0,6% eus bugale an departamant a zo enno er c'hentañ derez (Ofis ar Brezhoneg).
    • Bec'h e oa bet e Bruz e miz Gwengolo 2009 pa oa bet nac'het digeriñ ur c'hlas divyezhek gant an Enseller Akademiezh Jean-Charles Huchet.
  • 4 c’humun a zo klasoù prevez divyezhek enno (Roazhon - skolioù Sant Yann Bosco ha Sant Mikael - Gwitreg, Redon ha Kastell-Bourc'h).
  • 3 c'humun zo enno ur skol Diwan en departamant, e Roazhon, Magoer hag abaoe miz Gwengolo 2013 e Felger.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Il-ha-Gwilen er
wikeriadur, ar geriadur frank.

Dave ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]