Hugh le Despenser
Neuz
Hugh le Despenser
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Saoz |
Anv e yezh-vamm an den | Hugh le Despenser/Despencer the Younger |
Anv-bihan | Ugo |
Titl noblañs | Lordship of Glamorgan |
Deiziad ganedigezh | 1286 |
Lec'h ganedigezh | Bro-Saoz |
Deiziad ar marv | 24 Du 1326 |
Lec'h ar marv | Hereford |
Abeg ar marv | Hanged, drawn and quartered |
Lec'h douaridigezh | Tewkesbury Abbey |
Tad | Hugh le Despenser, 1st Earl of Winchester |
Mamm | Isabella de Beauchamp |
Breur pe c'hoar | Philip Despencer, Maud Chaworth |
Pried | Eleanor de Clare |
Micher | politiker |
Hugh le Despenser (1286 - 1326), a oa mignon d'ar roue saoz Edouarzh II, brudet da vezañ pluek ha blevek, hag a voe lezet da c'houarn en e lec'h.
Mab pennhêr e oa da Hugh le Despenser, Kont Winchester (an Despenser henañ), ha da Isabella, merc'h da William, navvet kont Warwick.[1]
Tapet e voe an daou labous gant ar rouanez Izabel Bro-C'hall hag he serc'heg Lord Roger Mortimer.
Kondaonet e voe Hugh da vezañ « Hanged, drawn and quartered » da lavarout eo krouget, charreet ha dispennet e gorf gant ar vouc'hal.
E varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Boureviet e voe dirak an holl d'ar 24 a viz Du 1326, troc'het e galc'h hag e zivgell outañ ha taolet en tan, divouzellet a-raok bezañ lazhet. Chom a reas e benn war ziskouez e-pad ur pennad mat e Londrez.
Lennegezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Er pezh-c'hoari Edward II, gant Christopher Marlowe, ez eus kaoz eus lazhidigezh ar roue-se war intrudu e vab Edward III, dre'n abeg d'e zarempredoù reizhel gant Le Despenser.