Hinadouriezh
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
An hinadouriezh[1] eo studi an hin, ur skourr eus skiantoù an aergelc'h. Disheñvel eo e fal diouzh hini ar veteorologiezh a bled gant reizhiadoù amzer dispaket war un nebeud sizhunioù hag eo pal an hinadouriezh studiañ stankter kemmoù ar reizhiadoù amzer a c'heller arsellout. Ne bled ket gant fenomenoù rik a c'hoarvez en aergelc'h (da skouer, koumoul, glav pe gurun), met gant peseurt keitad e tegouezhont a-hed bloavezhioù pe vilvedoù hag ivez gant patromoù ar c'hemmoù keitat war hir dermen. Hinadourien, ar re a bleustr gant an hinadouriezh, a studi neuzioù an hinioù (lec'hel, takadel pe vedel) hag ivez abegoù a o c'hemmoù koulz an abegoù naturel hag ar re degaset gant an Den. Studiañ a ra an hinadourien kemm an hinioù tremenet pe a c'hell bezañ en dazont.
Fenomennoù an hinouriezh a bled ganto
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwiskad termen ar aergelc'h
- Patromoù monedone an aergelc'h
- Treuskasadur an tommder
- Skinadur an tommder
- Kendougen
- Flod an tommder damguzhet
- Etreoberioù ar meurvorioù hag ar stummoù douarel
- Struzh
- Implij an douar
- Topografiezh
- Kenaoz fizikel ha kimiezhel an aergelc'h
Iskelennoù an hinouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Henhinadouriezh
- Gwezhinouriezh
Kelennoù liammet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hinadourien vrudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daveoù ha notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Dictionnaire français-breton (Martial Ménard), 2012, p.262a; Geriadur al Liamm, 2014, p.386b.; Ofis Publik ar Brezhoneg