Mont d’an endalc’had

Harry Potter

Eus Wikipedia
Harry Potter
heptalogy, novel series, canon
TitlHarry Potter Kemmañ
Anvet diwarHarry Potter Kemmañ
Labour da-heulHarry Potter Kemmañ
Tachennfaltazi, young adult fiction, developmental novel, children's fiction Kemmañ
AozerJ. K. Rowling Kemmañ
Lec'h embannRouantelezh-Unanet Kemmañ
Bro orinRouantelezh-Unanet Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvsaozneg Breizh-Veur Kemmañ
Deiziad embann1997 Kemmañ
Cover art byMary GrandPré Kemmañ
SkeudennaouerMary GrandPré, Jim Kay, Kazu Kibuishi, Jonny Duddle, Andrew Davidson Kemmañ
Set in periodBloavezhioù 1990 Kemmañ
Lec'h an istorBro-Saoz Kemmañ
Hollved faltaziekHarry Potter universe Kemmañ
Roll an tudennoùlist of Harry Potter characters, list of supporting Harry Potter characters Kemmañ
Diskouez a raboarding school Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.wizardingworld.com Kemmañ
Hashtagharry_potter, potter Kemmañ
Media franchiseWizarding World Kemmañ
FandomHarry Potter fandom Kemmañ
Logo Harry Potter

Harry Potter zo anv ur paotrig hag a zo penntudenn ur rummad romantoù saoznek savet gant ar skrivagnerez J. K. Rowling. Seizh levr zo er rummad ma c'haller lenn troioù-kaer Harry Potter, deskard sorser.

An embannerien kentañ a oa Bloomsbury e Rouantelezh-Unanet ha Scholastic Press e Stadoù-Unanet (e-lec'h ma oa deuet er-maez al levr kentañ dindan titl Harry Potter and the Sorcerer's Stone. E brezhoneg e oa bet troet al levr kentañ gant Mark Kerrain, ha deuet e oa er-maez e 2012 gant embannadurioù An Amzer. Filmoù zo bet savet diwar ar romantoù.

Kontañ a ra ar seizh levr istor un deskard sorser anvet Harry James Potter. E pep levr e taneveller ar pezh a c'hoarvez e-pad unan eus e vloavezhioù e skol Kerambreoù gant e vignoned Ron Weasley ha Hermione Granger. Eno e c'hoarvez ar pep brasañ eus an darvoudoù, nemet e-barzh al levr diwezhañ a gont istor ur veaj. Stourm a ra Harry Potter a-enep ar sorser drouk Voldemort en deus drouklazhet tud Harry hag en deus klasket lazhañ ar paotrig e-unan a-benn kemer ar galloud e bed ar sorserien, peogwir a oa bet diskouezet ar babig evel e enebour bras. E-pad e vuhez e Kerambreoù e kresk Harry hag eno e tremen e oad- krenn o kavout direustloù da veur a gudenn, kudennoù skol, kudennoù kalon pe kudennoù gwashoc'h.

Berzh Harry Potter

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tudennoù pennañ Harry Potter gant Reilly Brown.

Abaoe m'eo bet embannet ar c'hentañ romant, Harry Potter ha maen ar furien (Harry Potter and the Philosopher's Stone) e 1997, al levr en deus gounezet brud vras forzh pegement er bed. Bet en deus gourc'hemennoù digant ar skridvarnerien ha gwerzhet eo bet stank er bed a-bezh. Savet ez eus bet filmoù, c'hoarioù video ha marc'hadourezh a bep seurt a denn da Harry Potter. Gwerzhet ez eus bet en tu all da 325 milion a skouerennoù eus levrioù Harry Potter ma konter holl skouerennoù ar c'hwec'h romant embannet betek-henn[1]. Troet eo bet avanturioù ar sorser yaouank e muioc'h evit 63 yezh[2]. Disklêriañ a ra an embannerien ne vo ket moulet nebeutoc'h evit 12 milion a skouerennoù, tra ken 'met er Stadoù-Unanet, da-geñver ar voulladenn gentañ[3].

Al levr diwezhañ a zo deuet er-maez d'an 21 a viz Gouere 2007 e saozneg, dindan an anv: Harry Potter and the Deathly Hallows (Harry Potter ha Relegoù an Ankoù) hag a vo embannet e galleg d'ar 26 a viz Here 2007[4].

Berzh he deus graet Rowling gant he romantoù, ha hi eo an hini he deus gounezet ar muiañ a arc'hant a-hed istor al lennegezh[5]. Gwerzhet e vez stummoù saoznek ar romantoù gant Bloomsbury er Rouantelezh-Unanet, Scholastic Press er Stadoù-Unanet, Allen & Unwin en Aostralia ha gant Raincoast Books e Kanada.

Savet ez eus bet filmoù diwar pemp romant kentañ Harry Potter gant Warner Bros. Filmet eo bet ar pempvet, Harry Potter hag Urzh ar Feniks (Harry Potter and the Order of the Phoenix), adalek miz C'hwevrer 2006, ha deuet eo er-maez d'an 11 a viz Gouere 2007[6].

Hogwarts (e saozneg) eo anv skol ar sorserien. Renet eo ar skol gant Albus Dumbledore ha Minerva McGonagall eo an isrenerez, betek ar VIvet levrenn.

Rannet eo Hogwarts dindan pevar c'hoskoriad :

E penn pep koskoriad, e Hogwarts, e vez kavet ur rener (kelenner er skol ivez) ha pep a dasmant o deus ivez.

Ar gelennerien zo : Minerva McGonagall evit Gryffindor, Pomona Sprout evit Hufflepuff, Filius Flitwick evit Ravenclaw, ha Severus Snape evit Slytherin.

An tasmantoù : Nick Peuzdibenn evit Gryffindor, Ar manac'h lart evit Hufflepuff, An intron gris evit Ravenclaw, hag Ar baron gwadek evit Slytherin.

Listenn al levrioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Harry Potter and the Philosopher's Stone (1997) - Harry Potter ha Maen ar Furien (2012)
  2. Harry Potter and the Chamber of Secrets (1998) - Harry Potter ha Kambr ar Sekredoù (2017)
  3. Harry Potter and the Prisoner of Azkaban (1999)
  4. Harry Potter and the Goblet of Fire (2000)
  5. Harry Potter and the Order of the Phoenix (2003)
  6. Harry Potter and the Half-Blood Prince (2005)
  7. Harry Potter and the Deathly Hallows (2007)

Bed Harry Potter

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Harry Potter zo un deskard sorser e skolaj sorserez Hogwarts (Poudlard en droidigezh c'hallek). Ganet eo bet d'an 31 a viz Gouere 1980. E dud, Lili Evans ha James Potter, zo bet drouklazhet gant Lord Voldemort, ur maj du galloudus, a glaskas goude se lazhañ Harry, hag eñ bloaz hepken dezhañ d'ar c'houlz-se. Met ar strobinell a daolas ouzh Harry a zistroas outañ hag a zistrujas e gorf. gwarezet diouzh ar marv a-drugarez d'e Horcruxoù e teuas da vezañ ur c'hrouadur breskoc'h evit un teuz met bev atav. Da-heul an darvoud-se e vir Harry ur gleizhenn e stumm un daredenn war e dal, e lec'h ma oa bet skoet gant ar strobinell.

Goude e wallzarvoud, ha daoust m'eo dianadet, e talc'h Voldemort da vezañ ar sorser ar muiañ doujet er bed, kement ha ken bihan ma ne vez ket distaget e anv gant ar sorserien. Graet e vez anezhañ "C'hwi-oar-piv", "an-hini-eo-arabat-distagañ-e-anv" peotramant "Te-oar-piv".

Pa oa emzivad e oa savet Harry gant e eontr hag e voereb, Vernon ha Petunia Dursley — muggleed anezhe (moldu a lenner en droidigezh c'hallek), da lâret eo tud n'o deus tamm pouer hud ebet ha n'in ket sorserien —, a vez bepred war e vuhez, a guzh outañ e orin hag e zonezonoù sorser. Atahinet e vez gant e genderv, Dudley a vez graet e did outañ gant e dud hag a goll anezhañ.

Da goulz e unnekvet deiz-ha-bloaz e resev Harry ul lizher a bed anezhañ da vont da skol Hogwarts (Poudlard e galleg), skol sorserien ha sorserezh, da vare an distro skol. Kement bugel sorser a vez lakaet e anv enni da vare e c'hanedigezh. E eontr, ne fell ket dezhañ e tizolofe Harry e orin ha klask a ra mirout outañ a vont di par ma c'hall met gant skoazell Rubeus Hagrid (distaget Rubeüs), kaset gant Dumbledore, rener skol Hogwarts, e teu Harry a-benn, a-benn ar fin, da gemer an tren da vont d'ar skol war ar c'hae 9 3/4 eus ti-gar King's Cross e Londrez. E skol Hogwarts, Harry a ra anaoudegezh gant daou vignon eus ar c'hentañ, Ron Weasley ha Hermione Granger, a roio an dorn dezhañ en e avanturioù. Stourm a reont a-gevret a-enep An-hini-eo-arabat-distagañ-e-anv, da lâret eo Lord Voldemort.

Troidigezhioù Harry Potter er yezhoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Troet eo bet levrioù Harry Potter e meur a yezh, kembraeg, iwerzhoneg hag e latin hag e henc'hresianeg zoken. Ur raktres treiñ e gouezeleg Skos a oa ivez, met n'eo oa ket bet graet.

E kalz yezhoù, er c'hontrol eus ar galleg, n'eo ket bet troet an anvioù divoutin (an anvioù-lec'hioù dreist-holl, evel Hogwarts).

Un toullad mat a linennoù ivez zo bet laosket a-gostez gant an troour en droidigezh c'hallek.

Embannadur brezhonek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Embannet e oa bet levrenn gentañ romantoù Harry Potter e brezhoneg e miz Here 2012, gant an Amzer embanner[7], gant an titl Harry Potter ha Maen ar Furien. Troet eo bet al levrenn gentañ e brezhoneg gant Mark Kerrain. E 2017 eo bet embannet an eil levrenn, Harry Potter ha Kambr ar Sekredoù, gant ar memes embanner ha troet gant ar memes troer ivez.

Embannadur kembraek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E kembraeg E saozneg E brezhoneg
Dreigo Mallwyd Draco Malfoy
Edeyrn ag Efnisien Crabbe and Goyle
Gringrwn Gringotts
Mygl (liester: Myglars) Muggle (muggles) Mougoul(ed)
Nefydd Llywelyn Neville Longbottom Neville Hireglun
Y Proffwyd Dyddiol The Daily Prophet
Garadog Fychan Cornelius Fudge Cornelius Flugez
Y Piwsiwr Peeves
Waldo Waedlyd the Bloody Baron
Wyddost-Ti-Pwy You-Know-Who Te 'Oar Piv
Gron Heb Ben Bron Nearly Headless Nick Nick Peuzdibenn
Sefran Sneip Severus Snape

Embannadur okitanek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • E 2011 e oa bet embannet an eil levrenn, Harry Potter e la crampa deus secrets[10].

Eizh film zo bet savet diwar ar seizh romant rummad-se (al levr diwezhañ zo bet rannet etre div lodenn) gant Warner Bros Pictures ha meur a sevener evel Chris Columbus, Alfonso Cuarón, Mike Newell ha David Yates.


Levrioù skrivet diwar-benn Harry Potter

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Dearbáil Jordan, "Time comes for Harry to fly to the rescue", Times, 07/04/2007
  2. Global Potter sales top 300m mark, BBC, 2005-10-04
  3. "Harry Potter's final adventure to get record print run", The Times, McLaren Elsa, 15/03/2007
  4. Dislêriadenn ofisiel troidigezh c'hallek al levrenn 7
  5. Watson, Julie and Kellner, Tomas. "J.K. Rowling And The Billion-Dollar Empire". Forbes.com, 26 a viz C'hwevrer 2004.
  6. [url=http://www.hpana.com/news.19370.html Confirmed : 'Phoenix' flies on 11 July], HPANA, 05/04/2006
  7. http://www.culture-bretagne.net/harry-potter-e-brezhoneg-harry-potter-en-breton-17-octobre/
  8. http://www.ladepeche.fr/article/2009/09/14/672337-harry-potter-va-parler-occitan.html
  9. https://web.archive.org/web/20090914065325/http://www.lepoint.fr/actualites-insolites/2009-09-11/parution-du-premier-tome-d-harry-potter-en-occitan-gascon/918/0/376499
  10. http://www.larepubliquedespyrenees.fr/2011/11/10/le-2e-harry-potter-en-occitan-publie,217795.php