Kazh penn plat
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Carnivora | ||
Kerentiad : | Felidae | ||
Genad : | Prionailurus | ||
Anv skiantel | |||
Prionailurus planiceps (Vigors & Horsfield, 1827) | |||
Statud CITES : | Stagadenn I , Adwel 01-07-1975 | ||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar c'hazh penn plat (Prionailurus planiceps pe Felis planiceps pe Ictailurus planiceps) a zo ur c'hazh bihan (45 cm) eus gevred Azia. Gell-du eo e greoñ gant un nebeud brizhelloù du war e c'houzoug hag e bavioù berr. Ront eo e zivskouarn. E benn a zo disheñvel-tre ouzh hini ar c'hizhier arall. Plat eo gant ur fri hir. Ar c'hazh penn plat zo unan eus an tri c'hazh n'int ket gouest da guzhat o skilfoù (an daou arall eo ar c'hazh-ki ha kazh Irimote).
Er c'hoadegoù glavek e vev, e-kichen an dour. Un aneval-noz eo ha debriñ a ra raned, pesked ha grilh-dour.
En arvar bras eo ar c'hazh penn plat hag e 1985 e kredjod e oa aet da get. Adkavet e voe e 1991. Ne vev nemet en un nebeud lec'hioù e Sumatra ha Malaysia. N'eo ket hemolc'het, met en arvar emañ en abeg da distrujadeg ha dibezhiadeg e annez. Krediñ a reer ez eus war-dro 10.000 kazh plaen o fenn er bed, disrannet e poblañsoù bihan nebeutoc'h eget 1.000 hinienn enno.
Gwarezet eo e-barzh an holl vroioù eus ar rannved ha meneget eo e stagadenn I ar CITES.