Florin
Neuz
Ar florin a oa anv ur moneiz en Europa abaoe ar Grennamzer. An hini bouezusañ e oa, en aour e oa da gentañ. Skrivet e veze flpe ƒ evit floren pe florenus.
Dont a ra an anv eus hini ar moneiz implijet e Firenze er Grennamzer, ar fiorino d'oro. Krouet e voe e 1252 gant arc'hanterien Firenze (Arte del Cambio), unan eus pemp korf-labour ar gêr italian. Daouzek vloaz goude eo Loeiz IX, roue Bro-C'hall, a grouas ar skoed, anvet loeiz aour.
E 1284 eo e Venezia e voe krouet an dugad aour.
Hiziv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Graet e vez gant ar florin c'hoazh hiziv :
- ar florin izelvroat, pe gulden (a oa anvet gwechall gulden florijn pe gouden florijn, da lavaret eo florin en aour), en Antilhez Nederlandat ;
- florin Aruba, en Aruba ;
- en Hungaria e reer gant ar forint, un anv kenorin ;
- e Polonia : ar złoty, evel gulden, a dalv kement hag « en aour ».