Erik Pomerania
Erik Pomerania (Erik av Pommern) (1382-1459) a oa Roue Sveden, Danmark ha Norge. Evel Roue Danmark e oa Erik VII, evel Roue Sveden e oa Erik XIII, evel Roue Norge e oa Erik III. Ren a reas war-lerc'h e lezvamm Marc'harid Iañ Danmark.
Ganet e oa war-dro 1382 e Rügenwalde. Mab e oa d'an Dug Warcisław VII Pomerania (marvet en 1394) ha da Marie von Mecklenburg-Schwerin (marvet en 1402), nizez d'ar rouanez Marc'harid Iañ Danmark,
En 1402 setu Marc'harid Iañ Danmark o varc'hata gant Herri IV Bro-Saoz diwar-benn un emglev etre Bro-Saoz hag Unvaniezh Kalmar. Kinniget e voe ober div eured war un dro: Erik a zimezje da verc'h Herri, Philippa, hamab Herri, Priñs Kembre ha danvez-roue ( Herri V Bro-Saoz), a zimezje da c'hoar Erik, anvet Katarzyna.
E varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Mervel a reas e Rügenwalde d'an 3 a viz mae 1459.