Ekstremofil
Ekstremofil a vez graet eus ur boud-bev pa vev da gustum e kondisionoù marvus evit an organegi all : temperadurioù tost pe ouzhpenn da 100 °C pe dindan 0°C, gwask uhel evel strad ar morioù, metou karget e holen ... Bakteri pe arkeobakteri e vezont dreistholl hogen lieskelligegien a vez ivez en-o-zouez.
Doareoù a ekstremofiled
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Asidofil : organeg o vevañ e kondisionoù trenk, pH tost da 3. Alkalofil : organeg o vevañ e kondisionoù basek pH tost da 9. Halophile : organeg o vevañ e kondisionoù holenaet-tre NaCl). Metalogouzañvadus : organeg o vevañ e metou karget e metal (Cu, Cd, Ar ...). Psikrofil : organeg o vevañ e metou yen (skorneg ...). Piesofil : organeg o vevañ dindan gwaskoù uhel (strad ar morioù, mammennoù hidrotermal) skinoùgouzañvadus : organeg o c'houzañv skinoù (radioaktivel da skouer). Termofil : organeg o vevañ e temperadurioù uhel.
an ekstremofiled hag azasadur ar vuhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Stummoù buhez kentañ o deus marteze diorroet war an Douar en un endro ekstrem met martezeadennoù e chomont tra ken (diwar an diouer a stummoù buhez kent) Diskouez a reont memestra splann e c'hell ar vuhez diorroiñ en endroioù soñjet dizegemerus (Endroioù douarel pe ezdouarel).
levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Michael Gross, La vie excentrique : voyage dans les mondes extrêmes. Éd. Belin, Pour la science, 2003.
- Patrick Forterre, Microbes de l'enfer. Éd. Belin, Pour la science, 2007.
- Fujiwara, S, 2002, Extremophiles: Developments of their special functions and potential resources. Journal of Bioscience and Bioengineering 94:518-525.
- Rothschild, L. J., and R. L. Mancinelli, 2001, Life in extreme environments. Nature 409:1092-101.
- Stetter, K. O., 1999, Extremophiles and their adaptation to hot environments. FEBS Lett. 452:22-25.
- Horikoshi K. & Grant W. D., Extremophiles. Microbial Life in Extreme Environments. (Wiley-Liss, New York 1998).
Filmographiezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Vivre en enfer, une série documentaire française consacrée aux extrêmophiles.
liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Y a-t-il des créatures extraterrestres parmi nous ?, programme "La nuit des étoiles" sur Arte