Echedoù
Echedoù | |
---|---|
Pezhioù echedoù doare Staunton Bukit war penn ur pezh evit lenn e anv | |
Krouidigezh | c. VIvet kantved |
Doare | C'hoari stroll
C'hoari strategiezh |
Tud | 2 |
C'hoari an echedoù zo ur c'hoari strategiezh a zrevez ur brezel etre div rouantelezh, unan sklaer hag unan deñval (gwenn ha du peurliesañ, hogen forzh pe livioù diskemmet a-walc'h evit diforc'hañ etre an daou gostez), gant pep a gastell, roue, rouanez, marc'heion, farouelled ha soudarded. Daou zen hepken a c'hoari, unan evit pep rouantelezh. Reiñ lamm d'ar roue enebour eo ratozh ar c'hoari.
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar ger sanskritek चतुरङ्गक्रीडा tchatouranga "pevar ezel eus ul lu" (olifanted, kezeg, kirri ha soudarded war droad) eo orin ar ger.
Eus ar sanskriteg e teuas ar ger persek chatrang, alese an arabeg شطرنج chat-ranj hag ar spagnoleg ajedrez dre an Arabed.
Eus ar perseg as chah "ar roue" ha dre an Arabed ivez e teuas ar ger gallek eschac, a droas da eschecs (1080), alese ar saozneg chess hag ar brezhoneg "echedoù".
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Den ne oar piv a ijinas ar c'hoari echedoù. Meur a vojenn zo, en o zouez hini ar mael henc'hresian Palamedes en devije ijinet ar c'hoari evit diduiñ e soudarded a-kerzh Brezel Troia ha hini ar braman Indian Sissa ibn Dair en devije ijinet ar tchatouranga evit plijadur ar roue.
Kavet ez eus bet izelvosoù henegiptat a zo bet graet en trede milved kent J.-K. hag a ziskouez daou c'hoarier a bep tu d'un tablez ma'z eus pezhioù. Pezhioù ha tresadennoù zo bet kavet e Mezopotamia, e Pakistan, e Sina, e Roma, en Aten hag en India.
Dre ziouer a brouennoù ez eo savet an istorourion a-du gant o c'henpar H. J. R. Murray (1868-1955) evit lavaret ez eo deveret c'hoari an echedoù eus ar tchatouranga a oa deuet war wel en India war-dro ar bloaz 570.[1] C'hoariet e veze gant pevar den war un tablez 8 x 8 = 64 c'hombod dezhañ, pep den evit ur rouantelezh, dre vannañ un diñs a ziskoueze pe bezh a ranked dilec'hiañ ; ret e oa d'an den en em soñjal ha diuzañ ur c'hombod a-douez ar re ma c'helle ar pezh mont. Pa veze lazhet ur roue e veze kollet ar brezel gantañ, ha kenderc'hel a rae ar c'hoari gant an dud all betek ma ne chomje nemet unan, Gant ar roue bev diwezhañ ez ae ar maout.
Abred e voe kaset an diñs da get — hag ar chañs ivez war an dro. D'ur c'hoari poellata e troas ar tchatouranga neuze. Goude-se e voe c'hoariet a-zaou (2 + 2), ne voe mui nemet div rouantelezh. Pelloc'h e voe lakaet pep rouantezh tal-ouzh-tal, hag e voe lakaet ar pezhioù a-linennad dirak daou zen hepken. Evel-se e vez c'hoariet hiziv an deiz.
Dre dri hent dre vras e veajas ar tchatouranga eus India dre ar bed : da Sina, hag alese da Gorea ha Japan dre hentoù hengounel ar c'henwerzh ; er VIvet kantved e voe degaset da Iran, goude aloubadeg an Arabed ez eas da Vro-C'hall a-drugarez d'ur c'hoari a voe profet da Garl Veur gant ar c'halif Haroun al-Rachid (766-809) ; dre islamekadur aodoù ar Mor Kreizdouar e tizhas Spagn hag alese holl vroioù kristen Europa ; war-dro an XIIIvet kantved ez eas eus India da Rusia dre ar Vongoled, an Datared hag an Impalaeriezh roman ar Reter, hag eus Rusia e tizhas Skandinavia, Alamagn ha Bro-Skos.
E-kerzh ar beajoù-se e voe ganet c'hoarioù deveret diouzh an echedoù : tablezoù 9 x 9 = 81 c'hombod, pezhioù disheñvel, hag all, hep na vefe kemmet ratozh ar c'hoari : diskar ar roue enebour.
En XIXvet kantved ez erruas c'hoari an echedoù en Amerika
An Arabed a skrivas dornlevrioù chat-ranj a voe troet e yezhoù all ; goude-se e voe savet dornskridoù europat, unan eus ar re gentañ anezho o vout ar Bonus socius (c. 1286)[1].
Adalek neuze e voe kemmet lod fiñvoù (re ar rouanez hag ar farouell) hag e voe ouzhpennet reolennoù evel kerzh ar soudarded e deroù ur c'hrogad, ar pakañ en ur dremen, ar savidigezh hag ar rok. En XVIIIvet kantved e voe ar c'hoari evel m'emañ hiziv an deiz.
Goude ar Reconquista e voe aozet e Spagn ar c'hentañ tournamant e 1575 gant ar roue Felipe II. Italia a voe kalon bed c'hoari an echedoù goude-se betek dibenn ar Renad Kozh e Bro-C'hall, a voe o ren betek kreiz an XIXvet kantved. Er bloaz 1851 e voe aozet e London, Rouantelezh-Unanet, ar c'hentañ tournamant arnevez. Kreizennoù a zeuas war wel en Alamagn, e Kreizeuropa, e Rusia hag e Stadoù-Unanet Amerika.
D'ar 20 a viz Gouere 1924 e voe krouet ar Fédération Internationale des Échecs (FIDE) e Pariz gant ar C'hallaoued Pierre Vincent ha Henri Delaire, ar Rouman Jon Gudju ha kannaded eus broioù all. E dibenn an Eil Brezel-bed e voe anzavet er bed a-bezh. D'ar mare-se e oa Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel o ren war bed c'hoari an echedoù.
E 2020 e vode ar FIDE 190 Stad dindan renerez Arkadi Dvorkovitch, a oa besprezidant Rusia kent bout dilennet er FIDE e 2018.
Abred en istor ar stlenneg e voe klasket sevel urzhiataerioù a vefe gouest da c'hoari an echedoù. Adalek 1979 e voe lakaet war ar marc'had ar c'hentañ c'hoari elektronek, Chess Challenger 7, e voe gwerzhet trement 600 000 skouerenn anezhañ er bed a-bezh. Degadoù a ardivinkoù a zeuas d'e heul[2].
D'an 10 a viz C'hwevrer 1996 e kollas ar Mestr etrebroadel Garry Kasparov ur c'hrogad enep an urzhiataer stadunanat Deep Blue bet savet gant IBM.
Rikoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Tablez
War un tablez karrezek rannet e 64 c'hombod (8 x 8) sklaer ha teñval a bep eil e vez c'hoariet. Tablezoù a bep ment zo, eus ar re vunut evit c'hoari en ur veajiñ betek ar re zivent a weler e lod liorzhioù-kêr, pezhioù tremen ur metr uhelder dezho. E forzh pe danvez : koad, maen, metal, mezell hag all e vez fardet tablezoù ha pezhioù.
Lies ivez eo stumm ar pezhioù (ret eo c'hellfer o anavout evelato), war dodenn Star Wars da skouer, hogen ar stumm ofisiel eo an hini a voe ijinet gant ar c'hazetenner breizhveuriat Nathaniel Cooke e 1842, hag a anvas Staunton en enor d'ar Mestr etrebroadel Howard Staunton (1810-1874).
- Bannoù a reer eus al linennadoù kombodoù a zo etre pep den (eizh bann en holl), renkoù eus al linennadoù kombodoù etre kostezioù kleiz ha dehoù an tablez (eizh renk en holl) ha beskelloù eus ul linennad eeun a gombodoù a-liv etre daou gostez.
- A-serzh e fiñv ar pezhioù war ar bannoù, a-led war ar renkoù ; lod pezhioù a c'hall fiñval a-veskell.
- Pezhioù
C'hwezhek pezh zo da bep rouantelezh : 1 roue, 1 rouanez, 2 farouell, 2 varc'heg, 2 dour hag 8 soudard. Setu amañ neuz ar pezhioù hag o arouezioù el levrioù :
|
|
|
Reolennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant ar FIDE e vez termenet reolennoù ar c'hoari. E 2018 ez embannas e zornlevr ofisiel diwezhañ[3].
Staliañ ar c'hoari
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Staliadur kent ar fiñv kentañ |
An daou zen en em stailh a bep tu d'an tablez, gant pep a gombod gwenn er c'horn dehoù. Un doare resis zo da staliañ pep rouantelezh war an tablez dirak pep den :
- war ar renk tostañ d'an den, a gleiz da zehoù : tour, marc'heg, farouell, rouanez, roue, farouell, marc'heg, tour ;
- war an eil renk : an eizh soudard.
Merkit e vez ar rouanez war ur c'hombod a-liv ganti a-raok ma fiñvfe pezh pe bezh.
Pevar renk goullo zo etre an div rouantelezh neuze.
Dibun ar c'hrogad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ar rouantelezh wenn a voulc'h ar c'hoari dre zilec'hiañ ur pezh hepken evit e lakaat war ur c'hombod goullo a zo aotreet dezhañ hervez e doare da gerzhet.
- Goude-se e tilec'h ar rouantelezh zu ur pezh hepken d'he zro, hag evel-se a bep eil betek ma vo roet lamm d'ur roue pe ma kodiano ur rouantelezh.
- Pep rouantelezh a glask argadiñ ar roue enebour en doare ma ne c'hall mui en em zifenn dre ur fiñv aotreet.
- Pa zeu ur rouantelezh a-benn e tiskleir "lamm d'ar roue" hag e c'hounez ar c'hrogad.
- Ret eo d'ur rouantelezh fiñval ur pezh pa vez he zro da c'hoari ; mar ne ra ket e talvez e kodian.
Kerzh ar pezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roue
|
Damez
|
Farouell
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Marc'heg
|
Tour
|
Soudard
|
- Arabat eo lakaat ur pezh war ur c'hombod ma'z eus dija ur pezh eus an hevelep rouantelezh.
- Mar lakaer ur pezh war ur c'hombod ma'z eus dija ur pezh eus ar rouantelezh enebour, ar pezh-se zo paket ha tennet diouzhtu a-ziwar an tablez.
- Mar fell d'un den reizhañ lec'h unan eus e bezhioù war ur c'hombod, evit e greizennañ da skouer, e rank lavaret j'adoube ("marc'hegañ a ran")[4] kent ober, anez e rank fiñval ar pezh-se.
- Roue
Ne c'hall mont nemet da unan eus ar c'hombodoù a zo stok ouzh e hini war bep tu.
- Un nemedenn zo : ar rok, a zo deskrivet amañ pelloc'h.
- Damez
Gouest eo an damez da fiñval betek forzh pe gombod a zo war ar bann, ar renk pe ar veskell m'emañ pa vez he zro da c'hoari. Ne c'hall ket tremen dreist ur pezh a zo war he hent.
- Farouell
Ar farouell a c'hall fiñval betek forzh pe gombod a zo war ar veskell m'emañ pa vez he zro da c'hoari. Ne c'hall ket tremen dreist ur pezh a zo war e hent.
- Marc'heg
Ne c'hall ar marc'heg mont nemet d'ur c'hombod a zo an tostañ dezhañ hep bout war an hevelep bann, renk pe veskell m'emañ. Lammat dreist pezhioù all a ra neuze, ha gwenn pe zu e vefent. Merkit e fiñv neuze eus ur c'hombod sklaer da unan teñval, pe d'ur c'hombod teñval da unan sklaer.
- Tour
Fiñval a ra betek forzh pe gombod a zo war ar bann pe ar renk m'emañ. Ne c'hall ket tremen dreist ur pezh a zo war e hent.
- Soudard
Ne c'hall mont nemet d'ar c'hombod a zo dirazañ war an hevelep bann, gant ma ne vo pezh ebet war ar c'hombod-se.
Pa fiñv ur soudard evit ar wezh kentañ er c'hrogad ez eo aotreet da vont daou gombod war-raok.
Ur soudard a c'hall pakañ forzh pe bezh enebour a zo war unan eus ar c'hombodoù a zo a-veskell stok outañ (gant un « X » war an dresenn emañ merket ar c'hombodoù ma c'hall ur soudard pakañ ur pezh). Ne c'hall ket kilañ.
- Pakañ en passant ("en ur dremen") : pa vez ur soudard war ur c'hombod stok ouzh hini ur soudard enebour a zo o paouez mont daou gombod war-raok e c'hall pakañ an enebour-se dre fiñval betek ar c'hombod ez eo aet an enebour dreistañ.
- Savidigezh : pa dizh ur soudard kastell an enebour, eleze forzh pe gombod war ar renk m'edo ar roue enebour a-raok ar fiñv kentañ er c'hrogad, e rank treiñ d'un damez, pe d'ur faourell, pe d'un marc'heg pe d'un tour, a gemer kerkent e lec'h war ar c'hombod-se ; dre-se e c'hall ur rouantelezh kaout div rouanez pe tri zour, da skouer, diouzh an ezhomm en emgann. Dizalc'h diouzh ar pezhioù a zo bet paket kentoc'h eo an dibab : ur soudard a c'hall treiñ da farouell zoken pa'z eo bet paket daou farouell e rouantelezh dija.
Pa seller ouzh ar staliadur kent ar fiñv kentañ neuze e verker ez eus pezhioù a c'hall fiñval (an 8 soudard hag an daou varc'heg), tra m'emañ stanket ar pezhioù all gant ar soudarded. Dre ma c'hall ur soudard mont ur c'hombod pe zaou war-raok er fiñv kentañ ha ma c'hall pep marc'heg mont d'e du kleiz pe d'e du dehoù e c'hall pep rouantelezh dibab a-douez 20 fiñv evit he fiñvadenn gentañ. Lod zo mat, ha lod zo fall-tre evel ma vo gwelet gant Lamm ar beulke.
Ar rok
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An daou rok |
En un degouezh hepken e c'hall ur roue fiñval a-hed muioc'h eget ur c'hombod en un taol : rok a reer eus an degouezh-se, diwar roque, anv gallek kozh an tour ; rokañ a reer neuze. Ur wezh hepken ez eo aotreet ar rok e-kerzh ur c'hrogad.
Ur fiñvadenn hepken eo ar rok, daoust ma fiñv daou bezh war an dro, ar roue hag unan eus e dourioù.
Evel-mañ e vez roket : ar roue a fiñv eus e gombod orin d'an eil kombod war-du an tour, ha war an dro ez a an tour betek ar c'hombod diwezhañ a zo bet treuzet gant ar roue.
Rok bihan a reer eus ar fiñvadeg pa vez graet diouzh tu an tour nesañ, rok bras pa vez graet diouzh an tour pellañ (hini an damez).
- Ne c'heller ket rokañ forzh pegoulz avat...
- Ret eo n'o devefe nag ar roue nag an tour fiñvet c'hoazh adalek deroù ar c'hrogad ; kerkent ha fiñvet ar roue pe an tour ez eo kollet ar gwir da rokañ.
- Ret eo e vefe goullo ar c'hombodoù a zo etre ar roue hag an tour.
- Arabat eo e vefe ar roue e bec'h, da lavaret eo e vefe en arvar da vout paket gant ur pezh enebour.
- Arabat eo e treuzfe ar roue ur c'hombod a c'hellfe bout tizhet gant ur pezh enebour.
- ...Na forzh penaos !
Ar roue a rank bout dilec'hiet a-raok an tour, mod all ez eo lakaet fiñv an tour d'ar pezh eo : fiñv an tour, n'eo ket ar rok ; ha neuze e koller ar gwir da rokañ, peogwir n'emañ mui an tour war e gombod orin.
Bec'h d'ar roue !
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]a | b | c | d | e | f | g | h | ||
8 | 8 | ||||||||
7 | 7 | ||||||||
6 | 6 | ||||||||
5 | 5 | ||||||||
4 | 4 | ||||||||
3 | 3 | ||||||||
2 | 2 | ||||||||
1 | 1 | ||||||||
a | b | c | d | e | f | g | h |
E bec'h e vez ar roue pa vez en arvar da vout paket gant ur pezh enebour (pe zaou, gwelit ar skeudenn a-zehoù), zoken pa ne c'hall ket ar pezh-se e bakañ hep lakaat e roue dezhañ e bec'h. N'eo ket ret lavaret « bec'h d'ar roue » p'e zager, evit gouzaviñ an enebour, met alies e vez graet dre gourtezi.
Arabat eo lakaat ur pezh da fiñval mar chom e roue e bec'h goude ar fiñv, pe mar laka e roue e bec'h dre e fiñv. Hag, evel-just, arabat eo d'ur roue en em lakaat e bec'h.
- An dresenn 1 a ziskouez ar roue gwenn taget gant 5 pezh du (ne c'hall ket hevelep degouezh c'hoarvezout en ur c'hrogad, evel-just, peogwir ez eo arabat lezel ur bec'h). Ne c'hall ket mont d'ar c'hombod c4 peogwir e c'hellfe bout paket gant ar roue du ; un diflip hepken zo dezhañ : pakañ ar soudard du, ha ne vefe mui pezh ebet ouzh e argadiñ (evit poent).
- En dresenn 2 emañ taget ar roue gwenn gant ar farouell du, hogen en arvar n'emañ ket : mar fiñvfe ar farouell e lakafe e roue e bec'h dre an tour gwenn, ar pezh a zo berzet (tachet emañ ar farouell-se gant an tour gwenn, a lavarer). Ret eo d'ar roue gwenn en em zivec'hiañ koulskoude ; an tour ne bako ket ar farouell, rak paket e vefe d'e dro gant ar soudard, a glaskfe mont d'ar savidigezh goude-se (kombod c1). Ar roue gwenn a c'hall mont d'ur veskell sklaer (f1, g2 pe h1), na c'hallo biken ar faourell tagañ, pe d'ar c'hombod teñval h2. Hevelep degouezh a c'hall c'hoarvezout e-kerzh ur c'hrogad.
- Gwirheñvel ivez eo an tresennoù 3 ha 4, ma weler ur bec'h dre ziskuilh. An tour gwenn a laka ar roue du e bec'h (dresenn 3). Ar roue a c'hellfe mont a-gostez, met finoc'h zo da ober : lakaat ar marc'heg krak dirak ar roue (dresenn 4), da sparlañ bann an tour gwenn en ur lakaat ar roue gwenn e bec'h gant an tour du !
- Merkit e vefe gwanoc'h lakaat ar marc'heg war ar c'hombod g5, rak en arvar e vefe da vout paket gant an tour gwenn (a adlakafe ar roue e bec'h, en ur vout gwarezet gant ar soudard war ar marc'had) pe gant ar soudard end-eeun. Merkit ivez emañ tachet ar marc'heg gant an tour bremañ.
|
|
|
|
Hollret eo divec'hiañ ur roue. Pa ne c'hall ket ober e-unan (kombod dieub ebet tro-dro dezhañ, meur a bezh ouzh e dagañ), pe pa ne c'hall pezh all ebet ober, e tap ul lamm ha faezhet eo e rouantelezh.
Tri doare zo da zivec'hiañ ur roue : pakañ ar pezh tager, fiñval d'ur c'hombod dieub, pe sparlañ ar bec'h.
- Pakañ ar pezh tager
Ar roue e-unan a c'hall pakañ ar pezh tager, mar n'en em laka ket e bec'h en ur ober ; da skouer, en dresenn 1 amañ a-us, ne c'hellfe ket ar roue pakañ ar soudard mar bije an damez war ar c'hombod e1.
Ur pezh all a c'hall divec'hiañ ar roue : en dresenn 5 amañ dindan e c'hall ar marc'heg du pakañ ar farouell gwenn a zo o tagañ ar roue gwenn.
- Un degouezh dibarek
|
|
- Dilec'hiañ ar roue
Kement-se a c'haller ober pa vez ur c'hombod dieub tost d'ar roue, pe pa c'hall pakañ ur pezh war unan eus ar c'hombodoù-se — unan eus an daou fiñv-se, hep en em lakaat e bec'h evel-just. En dresenn 6 e c'hall ar roue diflipañ dre unan eus ar c'hombodoù a zo merket gant ur groaz ; ne c'hall ket mont d'ar bann f abalamour d'an tour gwenn.
- Sparlañ ar bec'h.
Pa ne c'hall ket ar roue fiñval e c'heller klask lakaat ur pezh etre eñ hag ar pezh tager.
En dresenn 7 e c'hall ar marc'heg mont d'ar c'hombod g7 (ront gwenn) evit en em lakaat etre ar farouell tager hag ar roue : sparlet eo beskell ar farouell neuze (ha tachet ar marc'heg evit ar mare).
Nemet ez eo arabat d'ar pezh-se fiñval mar degas un eil bec'h, evel en dresenn 8 : taget eo ar roue du gant an damez ; lamet e vefe ar bec'h mard afe ar marc'heg d'ar c'hombod d5 (ront gwenn), hogen berzet eo dezhañ ober peogwir e lakafe e roue e bec'h abalamour d'ar farouell gwenn ; tachet emañ ar marc'heg neuze. Dilec'hiañ ar roue eo an diskoulm nemetañ.
|
|
|
|
Diwezh ar c'hrogad
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a zoare zo da c'houzout pegoulz ez echu ur c'hrogad ha piv a c'hounez.
- Lamm d'ar roue : faezhet eo ar rouantelezh enebour, p'emañ he roue e bec'h ha ne c'hall ket diflipañ.
- Dilez : ur rouantelezh a godian, pa wel ne c'hall ket diflipañ diouzh al lamm, pe n'en deus spi ebet da c'hounez an emgann.
- Diskar : ur rouantelezh a c'hall bout diskaret mard he deus truchet pe c'hoariet enep ar reolennoù.
Lod degouezhioù a gas da dennañ d'ar sord pe rouantelezh he deus gounezet.
- Emglev : pa wel an div rouantelezh ne c'hall hini ebet anezho gounez e c'hallont en em glevout evit ma vefe tennet an disoc'h d'ar sord.
- Pat[5] : ur rouantelezh ne c'hall mui fiñval, bout ma n'emañ ket he roue e bec'h.
- Arreadur : ur rouantelezh a c'hall goulenn ma ve tennet d'ar sort mard deu teir gwezh an hevelep stad resis er c'hrogad, eleze 1) tro an hevelep rouantelezh eo da c'hoari, 2) en hevelep lec'hioù war an tablez emañ an holl bezhioù ha 3) an hevelep fiñvoù hepken a c'heller ober. Mar ne c'houlenn rouantelezh ebet ma vefe tennet d'ar sord, an tredeog a c'hall divizout ober goude ar pempvet gwezh.
- Reolenn an 50 fiñv : ur rouantelezh a c'hall goulenn ma ve tennet d'ar sord mar n'eus bet na soudard o fiñval na pezh paket a-hed an 50 fiñv kent ; alese talvoudegezh an notadur.
- Lamm dic'hallus : rouantelezh ebet n'eo gouest da reiñ lamm d'ar roue enebour, dre ziouer a bezhioù peurliesañ, da skouer pa chom ur roue en eil tu hag ur roue hag ur marc'heg en egile.
Lamm d'ar roue du
|
Pat
|
Lamm dic'hallus
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
An tour gwenn (c5) a laka ar roue du e bec'h. Ne c'hall ket an tour du (c7) pakañ an tour du, rak tachet emañ gant ar faourell gwenn (b8); ne c'hall ket ar roue tec'hel da d5 pe f5 (bann an tour gwenn tager), na da d4 abalamour d'ar roue gwenn, na da d6 abalamour d'ar marc'heg (e8), na da e6 (e soudard), na da f6 (e soudard, pe ar marc'heg ma vefe f6 dieub), na da f4 m'emañ e rouanez, na da e4 abalamour d'ar soudard gwenn ; pezh all ebet ne c'hall e zivec'hañ : e varc'heg e3 ne c'hall ket mont da d5 rak tachet emañ gant an tour gwenn e1, hag ar pezhioù all ne c'hallont ober netra. |
Tro ar re Zu. N'emañ ket o roue e bec'h, hogen ne c'hallont ober fiñv ebet : tachet emañ o zour (g5) gant ar farouell hag o soudard e4 gant an damez ; stanket eo ar soudarded du all ; ne c'hall ket ar roue fiñval hep en em lakaat e bec'h, abalamour d'ar soudard gwenn ha d'ar roue gwenn. Pat emañ ar c'hrogad neuze, ha tennet e vo an disoc'h d'ar sord. |
Emañ ar roue gwenn lakaet e bec'h gant ar marc'heg, met gallout a ra diflipañ d'ar c'hombod a2 ha tagañ ar marc'heg. Hennezh avat a c'hall mont da c3 — ha bec'h d'ar roue adarre ! Eus a2 neuze e c'hall ar roue gwenn dibab etre distreiñ da a1 (didalvez e vefe) pe mont da a3. Ar roue du a fiñvo da c3, neuze e ranko ar roue gwenn fiñval da a4, hag all. Biken ne zeuio ar re zu a-benn da reiñ lamm d'ar re wenn. Den ebet ne c'hall gounez. N'eo ket dav gortoz reolenn an 50 fiñv, koulz tennañ d'ar sord diouzhtu. |
Notadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En tournamantoù e vez ret da bep c'hoarier(ez) notañ dibun ar c'hrogad, e ken degouezh ma vefe nac'het an disoc'h pe goulennet ma vefe tennet d'ar sort (reolenn ar 50 fiñv, da skouer).
Meur a zoare da notañ ur c'hrogad zo bet a-hed istor ar c'hoari echedoù, betek ma voe termenet unan ofisiel gant ar FIDE, a zo displeget amañ berr-ha-berr.
- Tablez
- Pep kombod zo merket gant ul lizherenn (ar bann m'emañ) hag ur sifr (ar renk m'emañ).
- Ar bannoù zo merket a, b, c, d, e, f, g, h a gleiz da zehoù :.
- Ar renkoù zo merket 1 betek 8 eus ar rouantelezh sklaer d'an hini deñval.
E deroù ar c'hrogad neuze, emañ ar roue sklaer war ar c'hombod e1 hag an damez teñval war ar c'hombod d8.
- Urzh an notadur
- Niverennet e vez an troioù adalek 1. ; goude an niver e teu fiñv ar rouantelezh wenn, heuliet gant fiñv an hini zu. Ur varrennig-stagañ a c'heller skrivañ etre an daou fiñv.
- A-linennoù pe a-vannoù e skriver an troioù.
- Pezhioù
- Dre o fennlizherenn e vezont merket : Roue, Damez, Farouell, Marc'heg, Tour. N'eus merk ebet evit ar soudarded.
- Pa vez forc'hellek al lec'hiadur e vez resisaet ar bann goude anv ar pezh, evel a-zivout an daou varc'heg du en dresenn 9 pelloc'h.
a | b | c | d | e | f | g | h | ||
8 | 8 | ||||||||
7 | 7 | ||||||||
6 | 6 | ||||||||
5 | 5 | ||||||||
4 | 4 | ||||||||
3 | 3 | ||||||||
2 | 2 | ||||||||
1 | 1 | ||||||||
a | b | c | d | e | f | g | h |
- Fiñvoù
- Notet e vezont er stumm pennlizherenn ar pezh a fiñv – bann a zo tizhet — renk a zo tizhet. Da skouer, en dresenn 4, ez eo bet Mg7 fiñv ar marc'heg, m'emañ M pennlizherenn ar pezh, g ar bann m'eo erru, ha 7 ar renk m'eo erru, alese ar c'hombod g7. Evit a sell ouzh ar soudarded, ne verker nemet ar c'hombod ma erruont.
- Gwir zo da verkañ ar c'hombod m'edo ar pezh a-raok fiñval : Me6g7, peogwir en deus ar marc'heg fiñvet eus e6 da g7.
- Pa c'hoarvez savidigezh ur soudard e verker ar pezh nevez e dibenn ar fiñv, da skouer c1D (ur soudard gwenn zo erru er c'hombod c1 ha kerkent eo troet d'un damez).
- Oberoù
Arouezioù dibar zo evit merkañ ar pezh a c'hoarvez er c'hrogad.
- 0-0 a verk ur rok bihan
- 0-0-0 : ur rok bras
- x : ur pakadur
- e.p. : ur pakadur en passant
- + : ur bec'h
- ++ : lamm (FIDE) ; daou vec'h war an dro (levrioù)
- # : lamm
- Priziadur
N'eus erbedadenn ebet digant ar FIDE a-fet priziadur, hogen boas e vezer da briziañ lod fiñvoù dre arouezioù.
- !! : dispar (ha souezhus peurliesañ)
- ! : mat-tre
- ? : fall
- ?? : fall-tre, ur fazi
- !? : dedennus, met a c'hall bout fall
- ?! : arvarus, met a c'hall bout mat
Skouerioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
Ur stad dibar zo diskouezet en dresenn 9 : an div rouantelezh a c'hall gounez, met ur fiñv lañs zo gant an hini zu. An 20vet tro eo. Ar rouantelezh wenn zo o paouez lakaat he damez en e5, gant ar soñj c'hoari 21. Dg7# (ne c'hallo ket ar roue du tec'hel da h8, a zo war beskell an damez, na pakañ an damez en abeg d'ar marc'h gwenn ; koll e vo neuze). N'he deus ket gwelet avat an trap a zo bet stegnet gant ar re Zu : unan eus an daou varc'heg du a c'hall pakañ ar farouell gwenn (e2) ha reiñ lamm d'ar roue, a zo gennet etre e daou dour hep gallout tec'hel da d2 abalamour d'ar farouell du (a5). Evel-just e vo paket ar marc'heg du gant an damez wenn, met an eil marc'h a bako an damez hag a roio lamm d'ar roue. Amañ ez eus un degouezh ma ranker diforc'hañ etre an daou varc'heg en notadur, rak koulz an eil pe egile a c'hall pakañ ar faourell gwenn. Setu penaos e vefe notet, hervez ar marc'heg (renk d pe renk g) a c'hoari da gentañ : 20. De5 Mdxe2+ 21. Dxe2 Mxe2# pe 20. De5 Mgxe2+ 21. Dxe2 – Mxe2# N'eus ket ezhomm da resisaat bann ar marc'heg a ro lamm, peogwir n'eus nemet unan du war an tablez goude eil fiñv an damez wenn. |
Lamm an neveziad Ur c'hrogad berr, ma vez roet lamm d'ar rouantelezh enebour e peder zro hepken. 1. e4 e5 |
Lamm ar beulke Berroc'h c'hoazh : 2 dro hepken, ar pezh a ziskouez ez eo arabat ober forzh petra e deroù ur c'hrogad (nag er c'hreiz nag en diwezh, evel-just). 1. f3? e5 |
Ur c'hrogad displeget
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]a | b | c | d | e | f | g | h | ||
8 | 8 | ||||||||
7 | 7 | ||||||||
6 | 6 | ||||||||
5 | 5 | ||||||||
4 | 4 | ||||||||
3 | 3 | ||||||||
2 | 2 | ||||||||
1 | 1 | ||||||||
a | b | c | d | e | f | g | h |
Etre an ao. Potter ("Gwenn") hag an ao. Matthews ("Du") e voe c'hoariet ar c'hrogad-mañ e London e 1888.
- 1. e4 e5 — 2. d4 exd4 Gwenn a c'hall pakañ ar soudard gant an damez, met gwell eo dezhañ diorren e bezhioù.
- 3. Fc4 c5? Klask a ra Du difenn e soudard evit mirout e lañs war an niver a brizonidi ; un dibab fall peurliesañ.
- 4. Mf3 Mc6 — 5. 0-0 d6 — 6. c3! Evit 7. cxd4, pe diorren mar deu 6. ... dxc3 → 7. Mxc3.
- 6. ... d3 Dilezet ar soudard gant Du, ha taget ar farouell ; re ziwezhat avat.
- 7. Te1! Gwell eo da Wenn pouezañ war ar c'hreiz, ar pezh a vez atav ar gwellañ da ober.
- 7. ... Fg4 Tachet ar marc'h gwenn a warez an damez, met gwell e vije bet 7. ... Fe7 evit gwareziñ ar roue.
- 8. e5! Krog eo an argadeg war bann ar roue du.
- 8. ... Mxe5?? Ur fazi. Tachet eo ar marc'heg du bremañ ; ret e oa c'hoari 8. ... d5 evit tagañ ar farouell.
- 9. Mxe5!! Aberzhet eo an damez, na gemer ket perzh en argadeg a zo rakjedet.
- 9. ... Fxd1
- 10. Fb5+! Evit rediañ ar roue du da vont da e7.
- 10. ... Re7
- 11. Fg5+! f6 Netra gwelloc'h da ober eget sparlañ an hent d'ar farouell, rak 11. ... Re6 a goll an damez ha 11. ...Mf6 → 12. Mg6#.
- 12. Mg6++ Rf7 Bec'h gant ar marc'heg ha bec'h dre ziskuilh gant an tour ; un diflip hepken evit ar roue, rak d7 zo war bann ar farouell gwenn.
- 13. Mxh8#
Gwell e oa da Zu pakañ pezhioù eget diorren e armead... Enep tra eo ret ober.
Kudennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Milimilionoù a grogadoù hag a fiñvoù zo bet, lod dispar ha kaer, lod fall pe falloc'h, ha dister an darn vuiañ anezho. Abred-tre ez eus bet tud a gave gwelloc'h ar gened eget an nerzh, ha mennet e oant da ober un arz eus c'hoari an echedoù, alese ar saviadoù o deus ijinet, a anver kudennoù hiziv. Peadra da lakaat an neuron da labourat, ha da saouriñ kened dibar "c'hoari ar roue ha roue ar c'hoarioù".
Un nebeud zo kinniget amañ. E traoñ pep tablez emañ stignet e gudenn. Ar re Wenn a c'hoari da gentañ bepred. Dindan an tresennoù emañ kuzhet an diskoulmoù (nepred ne drucher er c'hoari echedoù !).
Abu an-Na'am, c. 840
|
J. Mendheim, c. 1832
|
SamLoyd (1876)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
|
|
|
|
|
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwennole ar Menn (+ notenn gant Roparz Hemon). Deskomp c'hoari an echedoù. Ar Bed Keltiek, Ebrel 1965, Niv. 76.
- Véronique hag Aurore Houck. Bibou ha bed an echedoù (brezhoneg gant Serj Richard). Sant-Brieg : Ti-Embann ar Skolioù, 2009(ISBN 978-2-35573-006-1)
- Véronique Houck. Un tañva d'an echedoù evit skolaerien ar c'helc'hiad 2 (brezhoneg gant Serj Richard). Sant-Brieg : Ti-Embann ar Skolioù, 2009 (ISBN 978-2-35573-016-0)
- (fr) Giffard, Nicolas & Biénabe, Alain. Le nouveau guide des échecs – Traité complet. Paris : Bouquins, 2009 (ISBN 978-2-221-11013-3)
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) 'FIDE'. Kavet : 05/02/2021.
- (en) 'WikiChess ha c'hoari en-linenn. Kavet : 05/02/2021.
- (fr) 248 kudenn en-linenn. Kavet : 05/02/2021.
- (fr)[7] Lichess. Kavet : 01/02/2024.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (en) H. J. R. Murray. A History of Chess. Oxford : Oxford University Press, 1913 (ISBN 978-0-19-827403-2) — 'Lenn en-linenn'. Kavet : 05/02/2021.
- ↑ (fr) 'Electronic Chess'. Kavet : 05/02/2021.
- ↑ (en) 'FIDE Handbook'. Kavet : 05/02/2021.
- ↑ Abalamour ma oa gall an FIDE er penn-kentañ ez eo chomet ar bommoù gallek j'adoube hag en passant e bed an echedoù.
- ↑ Eus an italianeg patta "kuit".
- ↑ "Roue kudennoù en echedoù" e oa lesanv an aozer kudennoù stadunanat Sam Loyd (1841-1911).
- ↑ Emeur o treiñ al lec'hienn e brezhoneg ; sikourit 'ta !