Mont d’an endalc’had

Gunilla Bielke

Eus Wikipedia
Gunilla Bielke (1568–1597), rouanez Sveden, eil pried ar roue Yann III Sveden.
Anna Finland (1568-1625), merc'h d'ar roue Yann III.
Johan, Dug Ostrogothia
(1589 – 1618). Mab ar Roue Yann III ha Gunilla Bielke

Gunilla Bielke, pe Gunilla Johansdotter Bielke (25 a viz Mezheven 1568–1597), a oa rouanez Sveden hag eil pried ar roue Yann III Sveden (1537-1592). Kaer-eston e oa ha levezon bras he doe war he fried kozh, 31 bloaz koshoc'h eviti.

Merc'h e oa da Johan Axelsson Bielke, kenderv d'ar roue, bet gouarnour Östergötland, ha da Margareta Posse. D'he 10 vloaz e oa bet kaset d'al lez da vezañ kamaradez-c'hoari gant merc'h ar roue, ar briñsez Anna Finland (1568-1625), a oa er memes oadoù evelti. En 1582 e voe anvet da zimezell a enor gant ar rouanez. E 1583 e varvas ar rouanez.

Evel div rouanez all a-raok dezhi, Margareta Leijonhufvud (mamm ar roue, 1516-1551) ha Katarina Stenbock (1535-1621), e oa bet prometet he dorn d'un denjentil yaouank pa fellas d'ar roue dimeziñ dezhi. Nac'h a reas Gunilla dimeziñ d'ar roue, ken feuket e voe Yann III ma roas ur skouarnad dezhi gant e vanegoù. Destrizhet e voe gant he zud, ha torret ar bromesa gant ar paotr yaouank, Per Jonsson.

Dimeziñ a reas e 1585, ha droug bras a oa e c'hoarezed ar roue, a gave dezho e oa un dimeziñ dindan renk. Ne zeuas ket breudeur ha c'hoarezed ar roue d'an eured.

Ur gaer a veleganez e oa evit-doare, pa zimezas. Poltred ebet ne roe enor a-walc'h dezhi, a lavared. Hañvalout a ra ar roue bezañ bet sachet daveti gant hoal he yaouankiz hag he c'hened, e-kreiz melkoni e gozhni deuet goude marv e bried kentañ, Katarina Jagellonica. Setu bepred an abeg a roas ar roue d'e c'houarnamant. Ha pa oa bet goulennet outañ perak ne zimeze ket d'ur briñsez roueel e lavaras e c'hoantae ur wreg kaer ha ne c'halle ket kaout fiziañs er poltredoù.

Ur bern arc'hant a voe roet dezhi, hag unan eus pinvidikañ rouanezed Sveden eo bet. Bras e oa he levezon war ar roue kozh. Treiñ a reas ar roue war-du ar Brotestantiezh, evel ma oa bet troet war-du ar gatoligiezh gant e wreg kentañ. Meur a wech ec'h anzavas ar roue bezañ kemmet e soñj hag e zisentez "abalamour da c'hoant hon mestrez ar Rouanez".

E 1590 e reas d'he fried dieubiñ prizonidi bolitikel, kannaded er Parlamant.

Rouanez Trederannerez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa varvas ar roue e 1592 e chomas e Kastell Stockholm, prest da stourm da gaout madoù diwar hêrezh, eviti hag he mab. He breur-kaer, a vo Karl IX , a damallas dezhi chom eno da laerezh madoù diwar-goust ar roue nevez, Sigismund III Vasa. Ha gant gwreg ar roue, Anna Aostria, e voe tamallet dezhi bezañ skarzhet ar c'hastell a-benn ma oa erruet gant he fried eus Pologn e 1593. Kasoni a vage an div rouanez an eil ouzh eben, abalamour d'ar relijion. Gunilla a nac'has kuitaat Stockholm a-raok kaout hec'h hêrezh. Tapout a reas kaout un tamm eus pezh a felle dezhi, hag en em dennañ a reas da Gastell Bråborg, ma tremenas pevar bloavezh diwezhañ he buhez. Beziet eo en iliz-veur Uppsala.

Ur mab he doe:

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Herman Lindqvist (2006). Historien om alla Sveriges drottningar (Swedish). Norstedts Förlag. ISBN 9113015249.
  • Åke Ohlmarks: Alla Sveriges drottningar (All the queens of Sweden) (Swedish)
  • Herman Lindvist: Historien om alla Sveriges drottningar (History of all the queens of Sweden) (Swedish) (2006)