Mont d’an endalc’had

Glaokos (doue)

Eus Wikipedia
Bartholomeus Spranger, Glaokos ha Skilla, 1580-1582, Kunsthistorisches Museum (Vienna, Aostria).

Glaokos (Γλαῦκος / Glaũkos, "lugernus", pe "glas-gwer"), anvet ivez Glaucus e latin, a oa mab da Boseidon, hag un doue eus ar mor, hervez mojennoù Hellaz kozh. Hervez mojennoù all e oa ur pesketaer ordinal, troet da zoue.

O chom e oa e Boiotia, e kêr Antedon. Un deiz e welas ur pesk o lammat eus ar mor da vont da beuriñ geot a-raok distreiñ d'ar mor. Mont a reas da dañva ar geot-se hag e teuas da vezañ divarvel. Treiñ a reas e zivvrec'h da angelloù ivez, hag e zivhar da lost pesk, ma rankas chom er mor.

Start e kavas da gentañ, met degemeret mat e voe er mor gant an doueed Okeanos ha Tethys, a gelennas an diouganañ dezhañ. Evit-doare emañ o chom e Delos, e-touez an Nereidezed.

Hervez Apollonios Rodos en em ziskouezas d'an Argonaoted.

Lavarout a ra Euripides, en e drajedienn Orestes, e oa mab da Nereüs hag e roas skoazell da v-Menelaos, war e hent d'ar gêr, e-lec'h Proteüs.

Hervez ar gredenn e roe skoazell d'an dud a vor, peogwir e oa bet den a vor ivez gwechall.

Karout a rae an nimfenn Skylla, met hi a dec'he rakañ bep tro, spontet ma oa gant e angelloù hag e lost pesk.

Neuze e c'houlennas Glaokos digant an hudourez Kirke ur c'hwistantin. Kirke avat, a gare an doue, a lavaras dezhañ treiñ e selloù diwar ar goantenn all ha chom ganti. Met Glaokos a eilgerias e vije gwez e goueled ar mor ha bezhin war ar menezioù a-raok ma varvje e garantez ouzh Skylla. Kement-se ne blijas ket da Girke, a daolas ur pistri er poull ma veze Skylla o kouronkal ma voe troet an nimfenn goant en un euzhvil-mor, dezhañ daouzek troad ha c'hwec'h penn.

Un delwenn zo bet savet dezhañ e 1911 e-kreiz ar Fontana delle Naiadi, feunteun Mario Rutelli a zo enni peder nimfenn arem en o noazh, er Piazza Repubblica, e Roma.

  • Glaucus eo anv kelaouenn ar British Marine Life Study Society.