Mont d’an endalc’had

Ghillie suit

Eus Wikipedia
Soudarded 34 Squadron an RAF o pleustriñ, warne ghillie suits.

Ur ghillie suit zo ur pezh-dilhad graet evit bezañ kuzhet ar gwellañ ma c'haller en un endro naturel, oc'h implijout ar memes livioù, danvez pe neuz evit an endro. Gellet a ra bezañ implijet gant soudarded, chaseourien pe naturourien. Ar re gentañ oc'h implijout ur ghillie suit a vije bet soudarded skosat al Lovat Scouts da vare Eil Brezel ar Voeren (1899-1902)[1].

Terriñ stummoù un den er gweledva ha kordañ gant e livioù eo pal nesañ ar ghillie suit. Gellet a ra bezañ e stumm ur c'habell, pe ur chupenn ha bragoù, livet hervez liv boas plant ur c'hevandir hag ur c'houlz-bloaz. Peurliesañ e ouzhpenner elfennoù dastumet war al lec'h en natur (delioù, brankoù) dezhañ. Deskiñ a ra ar snipers louzañ o ghillie suit gant poultrenn pe frigas evit kuzhat gwelloc'h c'hoazh[2].

Ul luc'hskeudenner kuzhet en e c'hhillie suit o klask kirvi ruz.

Etimologiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra an anv saoznek ghillie eus gouezeleg Skos gille, a dalvez paotr pe mevel. Implijet e veze evit ober anv eus ar baotred yaouank a laboure evit an dud a renk uhel en ur sikour anezho da vare o abadennoù chaseal pe pesketa. Gellet a ra dont an anv ivez eus ar Gille Dubh, ur spered eus an natur e mitologiezh Skos, a veze gwisket gant delioù.

  1. (en) PEGLER Martin, Out of nowhere: A History of the Military Sniper, Osprey Publishing, 2004,
  2. (en) GOLDEN Kathleen, How to make a ghillie suit, war National Museum of American History, 09/09/2014 (lennet d'an 21/08/2024)