Mont d’an endalc’had

Gerrit Rietveld

Eus Wikipedia
Gerrit Rietveld

Gerrit Thomas Rietveld (24 a viz Even 1888 en Utrecht25 a viz Even 1964 en Utrecht) a oa un dizagnour arrebeuri hag un arkitektour izelvroat bet ezel eus De Stijl. Div oberenn savet gantañ a zo brudet : e gador ruz ha glas (1917), ha Ti Rietveld Schröder, hag a zo war roll Glad bedel UNESCO abaoe 2000.

E 1917 ec'h ijinas Rietveld e gador ruz ha glas. E 1918 e savas e embregrezh sevel arrebeuri, ha diwar levezon 'De Stijl' e tivizas cheñch livioù e gador. E 1919 e voe degemeret e De Stijl hag e teuas da vezañ arkitektour. E 1924 e tresas e savadur kentañ, Ti Rietveld Schröder, dre genlabourat gant Truus Schröder-Schräder hag a oa perc'henn an ti. E Prins Hendriklaan, 50 en Utrecht emañ an ti.

E 1928 e pellaas Rietveld diouzh 'De Stijl' hag e tostaas ouzh ul luskad arkitektouriezh all anvet Nieuwe Zakelijkheid pe Nieuwe Bouwen. Er memes bloavezh ec'h emezelas e Kendalc'hioù etrevroadel ar arkitektouriezh vodern. E 1934 ec'h ijinas ar gador "Zig-Zag" [1] hag e stagas gant steuñv Mirdi van Gogh (Amsterdam) hag a voe echuet goude e varv. Kantadoù a diez a dresas, al lodenn vrasañ anezho en Utrecht.

Kador ruz ha glas (1917)
Ti Rietveld Schröder en Utrecht (1924)
Metz & Co. e Den Haag

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.