Gouriz-reun
- Gant ar ger "sae-reun" e tegouezher amañ ivez.
Ar gouriz-reun hag ar sae-reun zo dilhad-dindan gwisket gant katoliked zo abalamour d'o feiz.
Gouriz-reun ha sae-reun
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar gouriz-reun zo ur gouriz, graet gant reun, da lavarout eo blev loened (blev givri alies) gwiadennet tenn, hag ar sae-reun zo ur seurt toneg graet heñvel.
Lakaet e veze alies a-walc'h tachoù pe tammoù houarn en diabarzh ouzhpenn a-benn gwanañ ar c'hroc'hen.
Ar benveg-se a veze hag a vez implijet c'hoazh evit lakaat ar c'horf da c'houzañv ha treiñ ar soñjoù war-du ar feiz.
Orin
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur gouriz reun a zo ur pezh dilhad savet gant danvezioù tenn gant blevennoù gavr ha lakaet dindan stumm ur mailhur gorf pe hini ur gouriz lakaet tro-dro d'an divgroazell pe d'ar c'har. Graet e veze se a-benn gwanañ hag en em gastizañ. Soñjal a reer e teufe orin ar ger latin cilicium eus anv latin Cilicia el lec'h ma veze savet an danvez. Met implijet e veze ar benveg-se kalz a-raok ma vefe roet an anv-se. Er Bibl da skouer e vez meneget binvioù kastizañ damheñvel ma n'int ket ar memes re (da skouer al lien graet gant blevennoù kañval implijet gant Yann ar Badezour a vefe ur seurt gouriz-reun). Implijet eo bet ar ger gouriz reun en e stumm latin evit ar c'hentañ gwech er Vulgat er psalmoù 34:13: « Ego autem, cum mihi molesti essent, induebar cilicio ». Troet e vez ar ger "cilicio" er bibl katolik gant ar ger gouriz-reun, hag implijet ar ger "sac'h" gant ar brotestanted (e-barzh Bibl Segond).
Hiziv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ne vez implijet ar gouriz-reun nemet en urzhioù zo, ha gant hiniennoù zo eus an Opus Dei da skouer. Dre abegoù a naetadurezh ne vez ket erbedet ken.