Agnès de France (1171-1240)
Neuz
Ur pennad Agnès de France zo ivez.
Agnès de France (1171- war-dro 1240) (pe Anne de France) a oa ur briñsez c'hall, merc'h da Loeiz VII (Bro-C'hall) ha d'e drede pried Adèle Champagn. Impalaerourez Bizantion e teuas da vezañ goude dimeziñ da Alexios II Komnenos.
Bugaleaj
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hanterc'hoar e oa
- da Marie de Champagne, merc'h da Eleanor Akitania
- da Alix de France,
- da Marguerite de France
- da Alix, comtesse du Vexin
ha c'hoar da Philippe II de France.
Dimezioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Teir gwech e timezas:
- en 1180, da 9 bloaz, da Alexios II Komnenos (1169- 1183), Impalaer Bizantion (1180), muntret tri bloaz goude ; adalek neuze e voe graet Anna anezhi;
- pa intañvezas en 1183 ec'h addimezas, en desped dezhi, da Andronikos Iañ Komnenos (ganet war-dro 1118), muntrer he fried kentañ; lazhet e voe gant an engroez e Gwengolo 1185;
- ha goude, en 1193 moarvat, serc'h da Theodoros Branas, ganet en 1169, aotrou Andrinople, ha pried dezhañ adalek 1204.