Adelaide (Aostralia)
Adelaide eo kêr-benn stad Aostralia ar Su, ha pempvet brasañ kêr Aostralia. Hervez niveradeg 2011 e oa 1,23 milion a dud o vevañ eno. Emañ kêr nepell diouzh ar mor, war aod su ar vro, e Pleg-mor Sant-Visant ha Meurvor Indez.
Diazezet e voe ar gêr e 1836 evit Breizhveuriz dieub (er c'hontrol d'ar peurrest eus Aostralia). Anvet e voe ar gêr diwar anv ar briñsez Adelaid Saks-Meiningen (1792–1849), gwreg Gwilherm IV, roue ar Rouantelezh-Unanet.
Sez gouarnamant ar Stad eo, hag ivez ensavadurioù gouarnamantel ha kenwerzhel staliet e kreiz-kêr dreist-holl, kostez boulouard North Terrace hag hini ar roue Gwilherm IV.
Brudet eo Adelaide evit he festivalioù, he gwinoù, he skipailoù sport. Anavezet e vez ingal kalite ar vuhez a gaver eno evel unan eus ar re gwellañ.
Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- en Adelaide eo bet diazezet News Corporation gant ar familh Murdoch, Rupert Murdoch en e benn, unan eus brasañ strolloù media ar bed.
- Ghil'ad Zuckermann, yezhour israelat kelenner e skol-veur Adelaide.
Gevelliñ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- George Town (Penang) (Malaysia) abaoe 1973
- Himeji (Japan) abaoe 1982
- Austin (Texas) (SUA) abaoe 1983
- Malmö (Sveden) abaoe 1988
- Ferrol (Galiza) abaoe 2008
- Christchurch (Zeland-Nevez)