Abdulsalami Abubakar
Neuz
Abdulsalami Alhaji Abubakar (ganet d'an 13 a viz Even 1942) zo ur soudard hag ur politikour eus Nijeria, bet e penn ar Stad etre 1998 ha 1999.
Goude marv Sani Abacha d'an 8 a viz Even 1998 e voe lakaet Abubakar e penn an diktatouriezh soudardel a rene ar vro. E-pad e brezidantelezh e voe degemeret ur Vonreizh nevez (5 a viz Mae 1999) a aotree meur a strollad politikel da gemer perzh en dilennadegoù. D'an 29 a viz Mae 1999 e tilezas e garg, evel m'en doa prometet pa oa en em gavet e penn ar Stad, d'ar prezidant dilennet Olusegun Obasanjo.