Mont d’an endalc’had

Chester-le-Street

Eus Wikipedia
Front Street

Chester-le-Street (distaget [ˈtʃɛstər_li_ˈstriːt]) zo ur gêr e Kontelezh Durham, e hanternoz Bro-Saoz. England.

En Henamzer e voe savet eno ur c'hreñvlec'h roman, anvet Concangis. Diwar ar ger latin castra (=kreñvlec'h) eo deuet ar ger "Chester" a gaver en anv ; ha "Street" a ra dave d'an hent roman a dreuze kêr eus an hanternoz d'ar c'hreisteiz hag a zo aet bremañ d'ober ar straed a anver Front Street.

Emañ Chester-le-Street er c'hreisteiz da Newcastle upon Tyne hag er gornaoueg da Sunderland war lez ar stêr Wear. En iliz-parrez Chester-le-Street eo bet relegoù sant Cuthbert e-pad 112 vloaz a-raok bezañ kaset da iliz-veur Durham. En iliz-parrez-se ivez e oa bet graet an droidigezh kentañ eus an Aviel en hensaozneg, gant ur manac'h, Aldred, en doa lakaet spisc'herioù e skrid Aviel Lindisfarne[1].

  1. Selkirk, Raymond (2000). Chester-le-Street & Its Place in History. Birtley, County Durham: Casdec Print & Design Centre, pp. 339–40

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.