Mont d’an endalc’had

Ynys Enlli

Eus Wikipedia
Ynys Enlli
enezenn
Anv ofisielBardsey, Ynys Enlli Kemmañ
StadRouantelezh-Unanet Kemmañ
E tiriadAberdaron Kemmañ
Kontelezh istorelSir Gaernarfon Kemmañ
War riblMor Iwerzhon Kemmañ
Daveennoù douaroniel52°45′25″N 4°47′29″W Kemmañ
AveadurBardsey Lighthouse Kemmañ
Statud gladelSite of Special Scientific Interest Kemmañ
Kod-postLL53 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.bardsey.org/ Kemmañ
Daveennoù an Ordnance SurveySH122218 Kemmañ
Map

Ynys Enlli (Enez Enlli e brezhoneg(Daveoù a vank), Bardsey Island e saozneg) zo un enezenn eus Kembre e penn kornôk ledenez Llŷn. Mynydd Enlli (Menez Enlli) a reer eus lec’h uhelañ an enez.

Savet e voe ur manati war enez Enlli, er VIvet kantved, gant sant Cadfan. Hervez ar vojenn ez eus ugent mil sant a zo douaret eno. E-pad ar Grennamzer e teuas an enez da vezañ ul lec’h pirc’hirinañ brudet. Ken brudet e oa pirc’hirinded Enlli, e-touez Kembreiz, hag ar birc’hirinded da Roma. Un abati Aogustined a gemeras lec’h ar peniti keltiek kentañ. Ne chom nemet dismantroù anezhañ bremañ.

Un tour-tan a voe savet e beg kreisteiz an enez e 1821. Bremañ n’eus mui gward ebet e-barzh ha mont a ra en-dro e-unan.

E-kreiz an XIXvet kantved e oa bet betek 92 den o vevañ war an enez. Hiziv n’eus mui nemet un dek bennak, met e-pad an hañv e teu touristed e-leizh a c’hall chom en tiez bihan kozh a zo bet adkempennet.

Brudet eo an enez dre ma’z eo ur gwarezva evned. Ha dre ma kaver warni ur ouenn avaloù dibar, a anver Afal Enlli (aval Enlli). Krediñ a reer e veze gounezet gwez-avaloù eno gant ar venec’h, abaoe ar XIVvet kantved. Met n’eo nemet e 1998 e voe anavezet ar ouenn avaloù dibar-se ent-ofisiel, pa voe kaset d’an Dastumad Frouezh zo e Brogdale, e kontelezh Kent. Bremañ e vez gwerzhet avaloù Enlli e meur a lec’h dre ar bed.


Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]