Sonedenn
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ur sonedenn[1] zo ur varzhoneg, anezhañ un hollad pevarzek gwerzenn, gant div bedergwerzenn da gentañ ha div deirgwerzenn goude.
Italia
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gant Petrarca, en Italia ar XVvet kantved, eo bet brudet ar sonedenn, a seblante bezañ un doare kanaouenn en e raok.
Implijet eo bet en holl yezhoù Europa goude.
Saozneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Brudet eo sonedennoù William Shakespeare e saozneg.
Spagnoleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kentañ den a skrivas sonedennoù spagnoleg e voe Íñigo López de Mendoza, markiz Santillana (1398-1458), a savas 42 sonedenn. Er XVIvet kantved e voe implijet gant Félix Lope de Vega, Diego Hurtado de Mendoza, Hernando de Acuña, Fernando de Herrera, Gutierre de Cetina ha re all.
Ar varzhed vrudetañ a savas sonedennoù eo Lope de Vega, Góngora, Quevedo, Calderón, Sor Juana ha Cervantes.
Galleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E galleg eo bet implijet ar sonedenn gant Ronsard, Baudelaire ha Hérédia dreist-holl.
E brezhoneg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Implijet eo bet ar sonedenn gant tud Gwalarn : Roparz Hemon, Youenn Drezen, Kenan Kongar ha re all.
Abaoe an eil brezel-bed n'eo ket bet implijet stank.
- Div droidigezh gant Mark Kerrain, diwar Baudelaire ha Laforgue.
- E Kan ma bro gant Yann Bijer e vez kavet 6 barzhoneg e stumm ar sonedenn.
Pennadoù kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Meneg ebet e Geriadur Vallée, 1932 ; meneget e Geriadur Hemon, 1993. Soned dindan pluenn Serj Richard e-barzh An Dengasaour, 2013 ; soned ivez e Geriadur Ménard, 2020.