Kaier
Ur c'haier zo ul levr ennañ follennoù paper gwenn, pe en ul liv sklaer bennak, da skrivañ pe da dresañ warne. E bajennoù a c'hall bezañ gwerc'h evit an tresañ pe rakvoullet gant ur c'harrezennadur (karrezioù bras pe vihan), linennoù, a-wechoù ur marz, pe c'hoazh skeulennoù, evit ar skrivañ. Keinet e c'hall bezañ ar c'haier gant meur a deknik : gant peg, krafoù, troellennoù, kantennigoù hag all. E kartoñs eo e c'holoenn.
Implijet e vez ar c'haieroù er skolioù gant skolidi, d'ober labour-skol, pe gant tud all er gêr, en o beajoù pe en o labour, d'ober a bep seurt traoù : kemer notennoù, dastum roadennoù, dastum chomlec'hioù, ober scrapbooking, hag all.
An tablezennoù niverel a c'hall bezañ gwelet evel o warlerc'hidi elektronek. Kaieroù niverel zo ivez met n'int ket bet degemeret gant ar boaz.
Mentoù ar c'haieroù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a vent zo, sed amañ ar re voutinañ :
- 24 x 32 cm (3:4)
- 21 x 29,7 cm (ment A4)
- 17 x 22 cm