Erebos
Neuz
Protogenoi | |
C'haos • Aither • Gaia • Ouranos • Hemera • C'hronos • Eros • Erebos • Nyks • Ofion • Tartaros |
Erebos (Ἔρεϐος / Erebos e gregach, Erebus e latin), a oa al lec’h teñvalañ ha pellañ eus an Ifernioù, ha war un dro ar stêr a dremen dre al lec'h teñval-se.
Dont a reas da vezañ un dudenn, mab da C'haos ha breur da Nyks. O-daou int tad ha mamm da Aither (lein an oabl) hag Hemera (an Deiz).
Menegoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Anv zo anezhañ e Theogonia Hesiodos. Hervez Hyginus e oa tad Geras.
Ifernioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Skoazell a roas d’an Ditaned pa emsavjont enep d’an doueed hag abalamour da se e voe skoet en Ifernioù, troet e stêr, hag en ul lec'h teñval, etre bed ar re vev hag an Hades, ma rank ar re varv tremen.
Hag ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Menez Erebus eo anv ar menez-tan en enez Ross en Antarktika.
- Erebus eo anv romant Shaun Hutson embannet e 1984.
- Erebus zo anv un demon er skornegi el levr Book of the New Sun gant Gene Wolfe.
- Meneget eo anv Erebus e barzhoneg Shakespeare deuet da vezañ ur ganaouenn gant Ralph Vaughan Williams:
- "The man that hath no music in himself,
- Nor is not mov'd with concord of sweet sounds,
- Is fit for treasons, stratagems and spoils;
- The motions of his spirit are dull as night
- And his affections dark as Erebus:
- Let no such man be trusted."