Dornskrid enlivet
Dornskrid enlivet a vez graet eus un dornskrid kozh skeudennet gant livadurioù a oe savet e meur a vro er bed. Ar re a zo bet savet en abatioù Europa er Grennamzer eo ar re anavezetañ. Pa vez ret ober un dave d'ar skeudennoù nemeto e reer gant enlivadur.
Savet ez eus bet dornskridoù enlivet er Reter-Pellañ, er Reter-Kreiz, an darn-vuiañ levezonet gant an arzoù islamek, e Norzhafrika, er Sahel, e Kreizamerika hag en Europa a-bezh.
En Europa e krog amzer an oberennoù-se gant ar re a oa savet war tiriadoù an Impalaeriezh bizantat ha Rouantelezh an Ostrogoted (400-600). Ar skeudennadurioù koustus-se a veze savet evit ambroug testennoù relijiel pe lennegel. A-drugarez d’ar venec’h o deus eilskrivet ha kinklet (pe get) testennoù latin pe gresianek skrivet en Henamzer eo bet saveteet roudennoù ar sevenadurioù aet da get.
En « amzerioù teñval » Europa ( da lavaret eo Dark Ages an istorourien saoznek) ne c’helle mui ar pennoù-bras tennañ splet eus an teñzor sevenadurel-se, met doujet outañ ha miret e voe. Muioc’h-mui a zornskridoù enlivet, e latin peurvuiañ, a voe savet a-feur ma yae kevredigezhioù ar Grennamzer da binvidikoc’h-pinvidikañ ha desketoc’h-desketañ dindan bleinerezh pounner-pounnerañ an Iliz kristen. Evit bastañ da ezhommoù ar veleien, koulz evit o studioù hag evit al lidoù. Adal an XIIIvet kantved e voe savet muioc’h-mui a zornskridoù nann-relijiel. Savet e voe kartennouriezh kentañ Europa war an dornskridoù enlivet.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]En Egipt eo bet kavet an dornskridoù enlivet koshañ, dindan stumm rolloù papiruz hir a-walc'h. Savet e voe a-hed amzerioù ar faraoned (3000 kent JK - 44) produet a-leizh evit ezhommoù relijiel. E-touez ar re vrudetañ hag enlivetañ emañ Levr an anaon evit Ani a zo 23,60 metr e hed.
Ur stil perzhek a zo bet gant saverien an dornskridoù enlivet bizantat dasparzhet war tiriad an Impalaeriezh ha broioù ortodoks Europa ar Reter. E rouantelezhioù muzulman Spagn e teuas war wel levrioù deskadurezh ha skiantel gant skeudennoù evit treuzkas skridoù an Henamzer da skolioù-meur Europa. Ezhomm e oa dezho sevel enlivadurioù diouzh an dibab, liammet en un doare aketus gant an destenn pa veze produet pleustradoù mezegiezh pe steredouriezh.
Renket e vez dornskridoù Europa hervez ar prantadoù politikel pe genedel : dornskridoù an Henamzer diwezhat, dornskridoù hengristen, dornskridoù merovingat, dornskridoù an Inizi, dornskridoù karolingat, dornskridoù romanek, dornskridoù gotek, dornskridoù an Azginivelezh. E-pad kantvedoù kentañ ar Grennamzer e voe savet levrioù bras-kenañ da vezañ dispaket en ilizoù (avieloù evel ar re fardet e abati Lindisfarne, bibloù, salmegoù), met tamm-ha-tamm e voe produet follennoù enlivet distag ha levrioù bihanoc'h. E deroù ar Grennamzer ne voe tud desket nemet e-touez tud a Iliz hag an abatioù o doa ar salioù arbennik a anvent scriptorium-où, koule hag ar skriverien hag al livourien (a oa menec'h peurvuiañ). Pennoù-bras ha tud ar vegenn a gave mat paeañ ker evit kaout levrioù ez-personel. Roueed ha priñsed a glaske dastum ul levraoueg gant levrioù livet-tre. Chomet eo koun levraouegoù Fulup ar Moal, dug Bourgogn (1342-1404) ha Charlez V Bro-C'hall. An hini kentañ a rene an Izelvroioù, douar ar varc'hadourien binvidik hag an arzourien flamank.
Ne zeuas ket ar paper a-raok an daou gantved diwezhañ pa voe degaset an teknik evit e fardañ gant an Arabed (e Troyes e voe savet ar milinoù-paper kentañ). Lies stiloù arzel a voe dispaket, darn anezho o tont eus an Henamzer gresian-ha-roman ha kelt hag e tarzhas al liesseurtegezh hag ar binvidigezh e-doug an amzer gotek gant senennoù, kaerlizherennoù, troellennoù, bleunioù e-leizh.
Teknikoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Saviadoù ar c'henderc'hioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Pa oa dornskridoù an Henamzer kenstaget an eil war-lec’h egile ken e ranke al lenner bezañ harpet gant an eñvorerezh e voe kavet emsavoc’h sevel levrioù gant testennoù didroc’het e meur a bajenn, ar c’hodeksoù o anv. Er mod-se e veze embannet al levrioù war dornskridoù enlivet. Priziet-kalz e veze enderc'hel aour hag arc'hant e-barzh an enlivadurioù a veze graet evit ambroug testennoù sakr. Liested ha skedoù al livioù a veze a-bouezh-tre.
War parchoù e krec’hin dañvad (maoutken), leue (leuegen), gavr (gavrken) e veze skrivet ha skeudennet an dornskridoù enlivet, met e dibenn ar Grennamzer e voe kroget gant implij ar paper a oa marc’hadmatoc’h.
E deroù ar Grennamzer e voe produet al levrioù dornskrivet er manatioù hepken pe evit bastañ d'o ezhommoù pe diwar c'houlenn. Goude ma voe krouet skolioù-meur e kêrioù Europa zo e voe savet skriptoriom-où lik evit pourvezañ levrioù d'ar studierien ha d'o mistri ken, war-dro dibenn ar XIVvet kantved, e teuas obererezhioù ar fardañ dornskridoù da gaout neuz an embann levrioù, da lavarout eo e voe ezhomm eus tud evit sevel raktresoù ha dastum dafar ha dañvezioù (ardamezioù ar prener, titouroù diwar-benn ar sent da vezañ enlakaet…) a voe pimpatromoù an embannerien hag ar gouraterien embann. Kalz a verc'hed a veze gopret evit sevel an enlivadurioù.
Er XVIvet kantved e voe echu gant an dornskrivañ evit al levrioù a-feur ma kreske an embannadurioù moullet a veze aesoc’h da lieskementiñ. Ijinadenn ar c’hoadengravadur a bourvezas un teknik efedus a-blom gant ar gwaskoù ha ne voe savet nemet un nebeud dornskridoù enlivet evit an dud pinvidik-kenañ er c'hantved-se.
Testenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Peurvuiañ e veze savet an destenn a-raok an enlivadurioù war follennoù parch (ar parch graet gant leugen an hini moedusañ) a zlee bezañ didroc'het hervez ment al levr pe ar garta pe ar gartenn. Mentoù brasoc'h a oa gant an atlasoù hag ar bibloù da vezañ lakaet war letrinoù, met kavet e voe an tu da fardañ levrioù hezoug. Rakwelet e veze kempennadur pep pajenn dre dresañ linennoù ha merkoù skañv gant ur minaoued. Gant ur bluenn (pe ur bluenn wazi pe ur garennig raoskl) hag ur c'horn-livioù e teue ar skriver evit ober e labour skrivañ.
Hervez ar gizioù hag ar modoù lec'hel e emdroas ar c'haerskriverezh a-hed kantvedoù ar Grennamzer. Lizherennoù tev hervez ar boazioù roman a zo bet skañvaet hag azasaet evit aesañ ar skrivadur. En XIIvet kantved e voe ijinet ar skritur gotek, dindan ar stumm munut da gentañ, gant menec'h abatioù Saint-Riquier ha Corbie, nepell eus stêr ar Somme o-div. Ledet e voe e implij e Breizh-Veur hag en Izelvroioù a-raok tizhout Europa a-bezh, ken e teuas da vezañ skritur al levrioù dornskrivet nemeti ha hini an henvoulladurioù ivez.
Enlivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a doare evit prientiñ ar skor, tresañ ha livañ ar skeudennoù enlivet a zo bet. Setu ur mod a zo bet implijet alies :
- Lakaat poentoù e poultr grafit evit ober un drolinenn
- Engravañ an tresoù gant ur minaoued arc'hant
- Adtreset ar skeudennoù gant al liv-skrivañ
- Prientet ar gorread ma vo lakaet ur follenn aour warnañ
- Lakadur ar follenn aour
- Frotet ar follenn aour evit ma ya da vezañ splann ha disvannus
- Lakaet ar follenn aour da begañ dre waskadennigoù a c'hellfe degas linennoù
- Livioù pennañ pintet
- Ouzhpennet al livioù teñvaloc'h evit degas ampled
- Pintañ an traoù munut en ur implijout livioù sklaeroc'h
- Sterniet an enlivadur gant linennoù liv-skrivañ
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) BROWN, Michelle P. : Understanding Illuminated Manuscripts – A Guide to Technical Terms, J. Paul Getty Museum, 1994 (ISBN 978-0-89236-217-2)
- (fr) MUZERELLE, Denis : Vocabulaire codicologique – Répertoire méthodique des termes français relatifs aux manuscrits, Éditions CEMI, 1985 Lenn en-linenn
- (fr) DE HAMEL, Christopher : Une histoire des manuscrits enluminés, Phaidon, 1995 (ISBN 978-0-7148-9037-1)
- (fr) WALTHER, Ingo & WOLF, Norbert : Codices illustres – Les plus beaux manuscrits enluminés du monde, 400 à 1600, Taschen, 2005 (ISBN 978-3-8228-5963-6)
- (fr) PÄCHT, Otto : L'enluminure médiévale – Une introduction, Macula, 2000 (ISBN 978-2-86589-054-5)
- (fr) CAMILLE, Michael : Images dans les marges – Aux limites de l'art médiéval, Gallimard, 1997 (ISBN 978-2-07-074275-2)
- (fr) GARNIER, François : Le langage de l'image au Moyen Âge – Signification et symbolique, Le Léopard d'or, 1996 (ISBN 978-2-86377-014-6)
Filmlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- L’enluminure au Moyen Âge, diellfilm gant Georges Combe, 26 min, Delta-Image & Vision Age, (Skignadenn gentañ : France 3 Île-de-France / Centre, 24 a viz Mae 1997)
- Jardins de parchemin, gant Gabriel Peynichou, Sylvie Germain ha Pierre-Gilles Girault, videofilm, 26 min, Chamaerops productions (Skignadenn gentañ : France 3, 7 a viz Du 2003)