tanav
Neuz
Brezhoneg
Sellet e vez ouzh ar bajenn pe ar gevrenn-mañ evel un divraz da glokaat e brezhoneg. Mar gouezit tra pe dra diwar-benn danvez ar pennad e c'hellit lakaat ho kouiziegezh da dalvezout dre gemmañ ar bajenn-mañ diouzhtu goude klikañ war al liamm « kemmañ ». |
- (1499) Tanau er C'hatolikon[1]. Kar d'ar gerioù tanow e kerneveureg, tenau e kembraeg, tana en iwerzhoneg hag e skoseg, deuet eus ur ger keltiek *tan-awo-[2].
Anv-gwan
Derez | Furm |
Derez-plaen | tanav |
Derez-uheloc'h | tanavoc'h |
Derez-uhelañ | tanavañ |
Derez-estlammiñ | tanavat |
tanav /ˈtãːnaw/ (e doare Gwened); /ˈtãːno/ (e doare Treger).
- Ha n'int ket tev .
- Mes dindan al liñsel tanav, ’mañ an douar. — (Fañch Abgrall, Luc'hed ha moged, 1935, p. 32.)
- Ar c’hrampouezh tanav-se a yae d’an traoñ evel skeiñ maen en ur puñs, TBP
- Bezañ tanav ar peuriñ gant ub : bezañ treut ar peuriñ.
- A glev mat-tre (pa gomzer eus fri pe skouarn).
- Ha, gant e fri tanav alies, kaer en deus furgutañ, c'hwesha e-touez kement all a lastez, foeltr vat ne gav nemet kozh flaer [...]. — (G. Milin, Marvaillou grac'h-koz, Brest, 1867, p. 139.)
- Mard eo tanav e fri, e stomog n'eo ket kizidik. — (Tad Medar, An Tri Aotrou, 1981, p. 112.)
- Met tonton Jakez 'n eus bepred skouarn tanav ha lagad lemm, ha neb aon, e spered n'eo ket re dogn ivez ! — (Erwan ar Moal, Bilez hag e vestr, Feiz ha Breiz, Brest, 1926, p. 3.)
- [...], met ken tano e oa e ziskouarn ma ouie pe da vare e teue eur vuzugenn eus an douar. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 36.)
- ur vouezh tanav
- — « Tud zo aze ? »
— « Ya, va den mat, » eme ur vouezhig tanav ha displed evel mouezh ur bugel, hag a zeue dre zindan an douar. — (Troude ha Milin, Labous ar Wirionez ha Marvailhoù all, Skridoù Breizh, 1950, p. 78.)
- — « Tud zo aze ? »
- mont tanav
- — [...] va spered a yae tanav, [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu Lodenn 2, J.B. hag A. Lefournier, Brest, 1878, p. 67.)
- dourek
- Kozh roulerezed! a vez gwelloc'h ganto traoù tanav evit traoù tev. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 535.)
Gerioù enepster
- tev (1)
Deveradoù
Troioù-lavar
Troidigezhioù
Roll an daveoù :