seblant
Neuz
Brezhoneg
- Savet diwar seblant-, pennrann ar verb seblantout, hep dibenn-ger.
Furm verb
seblant /ˈseːblãnt/
- Furm ar verb seblantout e trede gour unan an amzer-vremañ, en doare-disklêriañ.
- Ne seblant ket klañv.
- Da vab a seblant bezañ paotr fin.
- Ouz sklerijenn al loar, al lutun a zeblant d'ezan bras-bras; [...]. — (Erwan ar Moal, Pipi Gonto, Kemper, 1925, p. 60.)
- Ha p'o gwel deuet en ti, e kemer ar glorenn, e sil ar yod e-barzh, e seblant er c'hempenn [...]. — (Joakim Gwilhom, Livr el labourer, Lamarzelle, Gwened, 1849, p. 15.)
- Furm ar verb seblantout en eil gour unan an doare-gourc'hemenn.
- (Hennezh a seblant ur verb ha ne vez ket lakaet en doare gourc'hemenn!)
Anv-kadarn
seblant
- bezañ seblant udb, a udb;
- seblant glav,
- Pa vez al loar war he horn e vez seblant glao. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 458.)
- seblant amzer fall :
- Eur born evel-se a zo seblant amzer fall. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 18.)
- Eur born a zo seblant amzer fall. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 458.)
- seblant a amzer greñv,
- Pa vez fuloret al loar e vez seblant a amzer greñv. — (Jules Gros, Le trésor du breton parlé Deuxième Partie, 1970, p. 285.)
- seblant vat
- N'eo ket ur seblant vat Klevout ar merc'hed o c'hwitellat. Krennlavar.
- un dra a seblant bezañ ha n'eus ket anezhañ:
- ur seblant a garantez, une imitation de l’amour, ENAEVD
- ur seblant a zroug, une apparence du mal, ENAEVD 206
- seblant skuizh : tres skuizh
- ... ha seblant skuizh a oa war e zremm. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 36.)
- Seblant skuizh a zo warnout. — (Yann ar Floc'h, Koñchennou eus Bro ar Stêr Aon, Levrdi Le Dault, Kemper, 1950, p. 89.)